Mont d’an endalc’had

Kid Francescoli

Eus Wikipedia
Kid Francescoli

Kid Francescoli zo ur strollad pop elektro a orin eus Massilia, hag a oa bet lañset e 2002 gant ar sonaozer Mathieu Hocine. Daou album a savas e-unan-penn da gomañs : Kid Francescoli e 2006 hag It's happening again e 2012. Memes tra e oa krog da labourat gant ar ganerez Julia Minkin, e vignonez da neuze, e 2009. E 2014 e tisoc'has ar c'henlabour-se gant ar bladenn With Julia, a roas brud d'ar strollad gant he c'hanaouenn bennañ Blow Up. Daoust ma oa dispartiet Hocine ha Minkin o deus dalc'het da labourat asambles, e-pad div droiad ha war an albom Play Me Again, deuet er-maez e 2017. Adalek 2019 e kavas gwelloc'h Mathieu Hocine lakaat meur a blac'h da ganañ, evel a glever war ar bladenn Lovers (2020), hag e-pad an droiad da vrudañ anezhi. E 2023 e voe embannet e seizhvet pladenn gant Kid Francescoli : Sunset Blue, awenet gant sevenadurioù ar bed kreizdouar.