Kic'hreüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kic'hreüs a oa mab d'an doue Poseidon ha da Salamis, merc'h an doue-stêr Asopos.

Dont a reas da vout roue enez Salamis, dimeziñ a reas d'an nimfenn Stilbe, hag ur verc'h o doe, anvet C'hariklo, a vo gwreg C'hiron, an den-marc'h.

Ur verc'h arall dezhañ, Glaoke, a zimezas da d- Telamon, a voe roue an enez da varv e wreg.