Kib vell-droad ar bed 2026

Kib vell-droad ar bed 2026 eo 23de degouezh kib vell-droad ar bed aozet gant ar FIFA. Dalc'het e vo eus an 11 a viz Even betek an 19 a viz Gouere 2026 e c'hwezek kêr : 11 er Stadoù-Unanet, 3 e Mec'hiko, ha 2 e Kanada. Ar gib vell-droad gentañ kenaozet gant teir bro e vo, an hini gentañ ivez enni 48 skipailh o kemer perzh, pa oa bet 32 betek-henn (adalek 1998 betek 2022).
Roll ar stadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Kêr | Stad | Endalc'h | Skeudenn |
|---|---|---|---|
Arlington (Texas) |
AT&T Stadium | 94 000 | |
| Estadio Azteca | 93 000 | ||
East Rutherford (New Jersey) |
MetLife Stadium | 82 500 | |
| Mercedes-Benz Stadium | 75 000 | ||
| Arrowhead Stadium | 73 000 | ||
| NRG Stadium | 72 000 | ||
Santa Clara (Kalifornia) |
Levi's Stadium | 71 000 | |
Inglewood (Kalifornia) |
SoFi Stadium | 70 000 | |
| Lincoln Financial Field | 69 000 | ||
| Lumen Field | 69 000 | ||
Foxborough (Massachusetts) |
Gillette Stadium | 65 000 | |
Miami Gardens (Florida) |
Hard Rock Stadium | 65 000 | |
| BC Place | 54 000 | ||
(Guadalupe) |
Estadio BBVA | 53 500 | |
(Zapopan) |
Estadio Akron | 52 000 | |
| BMO Field | 45 000 |
Skipailhoù ha disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poulloù perzhegañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar matchoù zo bet c'hoariet eus an 11 betek an 28 a viz Even. Renket eo ar skipailhoù en urzh m'o deus echuet ar poulloù perzhegañ. An daou skipailh gwellañ e pep strollad a zo aet e c'hwezekvedennoù-gourfenn en ur mod aotomatek. Ar skipailhoù gwellañ a-fed palioù a oa erruet en trede plas en o strollad zo bet tapet er c'hwezekvedennoù-gourfenn ivez. Ar skipailhoù e druz zo tremenet er prantad dibenn.
|
Strollad A Strollad E Strollad I |
Strollad B Strollad F Strollad J |
Strollad C Strollad G Strollad K |
Strollad D Strollad H Strollad L |
Prantad dibenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwezekvedennoù-gourfenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar matchoù zo bet c'hoariet eus an 28 a viz Even betek ar 4 a viz Gouere.
Suafrika 0 - 1
Kanada
Brazil 2 - 1
Japan
Alamagn 1 - 1
Paraguay (3 - 4 TEP)
Izelvroioù 1 - 1
Maroko (2 - 3 TEP)
Aod an Olifant 1 - 2
Norvegia
Bro-C'hall 3 - 0
Sveden
Mec'hiko 2 - 0
Ecuador
Bro-Saoz 2 - 1
Kongo (RD)
Belgia 3 - 2
Senegal
Stadoù-Unanet Amerika 2 - 0
Bosnia-ha-Herzegovina
Spagn 3 - 0
Aostria
Portugal 2 - 1
Kroatia
Suis 2 - 0
Aljeria
Aostralia 1 - 1
Egipt (2 - 4 TEP)
Arc'hantina 3 - 2
Kab Glas
Kolombia 1 - 0
Ghana
Eizhvedennoù-gourfenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Matchoù zo bet c'hoariet eus ar 4 betek ar 7 a viz Gouere.
Kardoù-gourfenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Matchoù c'hoariet eus an 9 betek an 12 a viz Gouere.
Bro-C'hall 2 - 0
Maroko
Spagn 2 - 1
Belgia
Norvegia 1 - 2
Bro-Saoz
Arc'hantina 3 - 1
Suis
Hanterc'hourfennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 14 a viz Gouere :
Bro-C'hall 0 - 2
Spagn - 15 a viz Gouere :
Bro-Saoz 1 - 2
Arc'hantina
Match evit an trede plas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 18 a viz Gouere :
Gourfenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 19 a viz Gouere :
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kartenn ruz Folarin Balogun nullet gant ar FIFA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar c'hrogad etre skipailhoù ar Stadoù-Unanet Amerika ha Bosnia-ha-Herzegovina e oa bet an tager stadunanat Folarin Balogun kaset kuit goude bezañ lakaet ur pal. Goude bezañ sellet ouzh film an tredeogiezh video en deus an tredeog divizet en doa Balogun graet ur fazi grevus a-enep Tarik Muharemović. Un nebeut deizioù war-lerc’h en deus Kevread Etrebroadel Football Association disklêriet nulladur ar gartenn ruz, ar wech kentañ m’en deus graet kement-se e-kerzh ur gib ar bed. Graet eo bet an diviz-mañ diwar levezon Gianni Infantino, prezidant ar c'hKEFA, ha goulennet e oa bet outañ gant Donald Trump[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel