Khalifa Haftar

Eus Wikipedia
Khalifa Haftar e 2011

Ar marichal Khalifa Belqasim Haftar (arabeg : خليفة بلقاسم حفتر, Ḫalīfa Bilqāsim Ḥaftar), ganet d'ar 7 a viz Du 1943 en Ajdabiya, zo un ofiser uhel libian. Penn Lu broadel Libia (Al-jaysh al-watani al-libi) eo abaoe 2015. Haftar a zo ganet en Ajdabiya, e Libia. Servijet en deus el lu libiat e-pad ren Muammar al-Gaddafi, kemeret en doa perzh en taol-stad a lakaas Gaddafi e penn ar vro e 1969.

Miz Du 2021, Khalifa Haftar a embann bezañ war ar renk evit dilennadegoù prezidant Kerzu 2021[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]