KhTZ-16
| Iskevrennad eus | traktour hobregonet |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | ХТЗ-16 |
| Brezel | Talbenn ar Reter |
| Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Oberataer | Lu Ruz |
| Saver | uzin traktourioù C'harkiv, Volgograd Tractor Factory |
| Armament | Mindrailherez Degtiarev |
| Lakaet er servij | 1941 |
| Tennet eus ar servij | 1943 |

Ar KhTZ-16 (rusianeg: ХТЗ-16) (diwar anv uzin traktourioù C'harkiv; ukraineg: Харківський Тракторний Завод) a oa ur c'harbed stourm primsavet soviedel implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet en ur adimplij stern un traktour STZ-3[1]. Ar c'harbedoù a veze savet e C'harkiv betek ma voe rediet Soviediz da zilec'hiañ anezhi muioc'h er reter. A-benn ar fin e oa bet kaset da Stalingrad. N'eus nemet 70-90 KhTZ-16 hag a oa bet echuet. Bez e oa daou bourzhad er c'harbed. Da gentañ e oa bet armet ar c'harbed gant ur c'hanol enep kirri-nij 37mm, met dre ma oa bet gwelet ne oa ket ponner a-walc'h ar c'hanol evit bezañ efedus e voe kemmet evit ur c'hanol eneptankoù 45mm 20K, hag ouzhpennet ur vindrailherez skañv 7,62mm Degtyarev. Lod eus ar c'harbedoù a oa bet implijet er stourm e trowardroioù Poltava e miz Gwengolo 1941 ha C'harkiv e miz Here 1941. Buan e voent distrujet er stourm a-enep nerzhioù lu an Ahel[2]. Ne voe ket mui produet goude ar bloavezh 1942.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kolomiets, Maxim (1997). Бронетракторы. Часть 3 (Russian).
- ↑ https://tanks-encyclopedia.com/ww2/soviet/soviet_khtz-16.php