Kezarien

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

An titl Kezar(Caesar) a dalv kement hag eil impalaer roman.

Displegadenn; Breutadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Aurelius Victor, 13,12, "... distaget eo bet titloù caesar hag augustus adalek Hadrian, ha degaset daou mirer, pe ouzhpenn, en aferioù ar Stad, gant galloudoù ha titloù dibar".

Pierre Dufraigne, displeger Aurelius Victor, n. 27, p. 106 ː "Ur fazi eo. Ar rannadur se etre ar c'halloudoù n'eo deut nemet e-kerzh ar renadur war lec'h. An traoù a zo laket war o rez gant "Istor Aogust".

Aelius Spartianus, aozer buhez-skrid Aelius Verus e-barzh Scriptores Historiae Augustae, a lavar pa'z e oa bet anvet ad-vab gant Hadrian, e gemeras Aelius Verus lezanv (cognomen) Caesar.

An displeger D.Magie, a lavar dre-berzh “... evel ma n'eo bet biskoaz impalaer, n'en n'eus biskoaz graet gant titloù an impalaeriezh ebet. Adalek an amzer se, kustumm eo oa evit mab an impalaer o ren dougen titl Caesar". [1]

Pierre Chuvin, p 31 : "ur maberezh sañset eo al liamm etre Caesar hag Augustus, hervez ur stumm da advabañ etre tud deuet hag a seblant bezhañ ikis tre hirie, mes hag e oa kustumm evit ar Romaned".

Roll ar gezarien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kezarien hep galloud politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kezarien gant galloud politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Caius Flavius Julius Constantius, anvet kezar gant Maximianus ar Iñ Meurzh 293, kent bezhañ impalaer gant anv Constantius Chlorus, ar Iñ Mae 305.
  • Caius Galerius Valerius Maximianus, anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezañ impalaer e 309.
  • Flavius Valerius Severus, anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezhañ impalaer ar 25 Gouere 306, deiz marv Constantius Chlorus.
  • Caius Galerius Valerius Maximinus, anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezhañ anvet impalaer Maximinus Daia, e-kerzh bloaz 309
  • Flavius Valerius Constantinus, anvet kezar gant Galerius ar 25 Gouere 306.
  • Cripus, anvet kezar, oadet a 15 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar Iñ Meurzh 317, e Sirmium.
  • Constantinus II ar Yaouank, anvet kezar, oadet nemet 1 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar Iñ Meurzh 317, e Sirmium.
  • Flavius Julius Constantius, anvet kezar, oadet a 7 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, an 8 Du 324.
  • Delmatius, anvet kezar an 18 Gwengolo 335 gant e c'henderv Constantinus ar Yaouank.
  • Flavius Julius Constans, anvet kezar, oadet a 13 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar 25 Kerzu 333, kent bezhañ impalaer an 9 Gwengolo 337.
  • Flavius Claudius Julianus, anvet kezar gant Constantius II e 355n kent bezhañ impalaer er miz C'hwevrer 360.
  • Flavius Theodosius (II), anvet kezar, oadet nemet 9 miz, gant e zad Arcadius, an 10 Genver 402.
  • Placidius Valentinianus (III), anvet kezar an 23 Here 424 gant Theodosius II.
  • Julius Valerius Maiorianus, anvet kezar gant an impalaer ar Reter Leon Iñ, ar Iñ Genver 457.
  • Leon II, anvet kezar, oadet a 6 bloaz, gant e zad-koz Leon Iñ, e miz Here 473.
  • Flavius Julius Nepos, savet kezar gant an impalaerez Ariadne (merc'h Leon Iñ) ha Zenon, an 9 C'hwevrer 474, kent bezhañ impalaer ar c'hornog an 24 Mezheven 474. Julius Nepos a zo bet ar c'hezar diwezhañ an impalaeriezh roman ar c'hornog, aet da get ar 4 Gwengolo 476.

Kezarien goude 476[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pierre Chuvin ː Chronique des derniers païens. Belles Lettres. Paris. 1991
  • Pierre Dufraigne ː kinniger ha displeger Aurelius Victor
  • Aurelius Victor ː Livre des Césars. Belles Lettres. Paris. 1975
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Aelius Verus, krinderzhiennek, a zo aet da Anaon, pa'z eo oa kousket, er fin 137 pe ar Iñ Genver 138.