Keyboard man

Eus Wikipedia
 Arabat eo droukveskañ Keyboard man ha Troll.

Keyboard man, Keyboard warrior (sinaeg:键盘侠) pe internet warrior, a vez graet eus tud gant doareoù feuls, flatrerien, met war an internet nemetken. Tud hag a vez doareoù ganto ha na vefe ket o re er vuhez pemdez.

Ar mennad a zo bet lakaet war-raok goude an 28 a viz Mae 2014, pa voe c'hwec'h ezel eus ar sektenn QuanNeng Shen o lazhañ ur vaouez en un ti debriñ McDonald's e kêr Zhaoyuan (proviñs Shandong) e Sina[1]. An termenadur a voe implijet evit ober anv eus an dud o devoa doareoù feuls pa gomzent eus testoù ar muntr n'o devoa bet graet netra evit saveteiñ ar vaouez.

D'ar 4 a viz Even 2014, Renmin Ribao a embanne ur pennad a-enep doareoù mantrus ar "Keyboard warrior". Goulennet e oa gant ar pennad e vefe savet obererezhioù foran a-enep dezho. Ur gaoz broadel a voe a-ziwar petra d'ober.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin ar ger a zo deuet gant pennad ar Renmin Ribao evit ober eus an dud "kalonek", pabor ha feuls war ar rouedad liammet gant tagadenn marvus ar vaouez.

Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez ivez internet warriors eus an dud kalonek ha feuls war ar rouedad nemetken hiziv-an-deiz.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The internet warriors, The Guardian, 2017

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les Vilains - Internet Warrior, 2008

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]