Kevrin ar c'hizhier bihan
Kevrin ar c'hizhier bihan zo ul levr brezhonek evit bugale, troet diwar ar romant galizek O misterio dos fillos da Lúa ("Kevrin bugale Lúa") skrivet gant Fina Casalderrey e 1994. Troet eo bet e katalaneg, kastilhaneg, ruseg ha brezhoneg.
E 2011 e oa bet embannet e brezhoneg gant Sav-Heol.
Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor David, ur paotrig eus Galiza, hag e gazhez Lúa (Loar) eo.
Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Priz O Barco de Vapor, 1994.
- Premio Nacional de Literatura Infantil y Juvenil, priz al levrioù yaouankiz e Spagn, 1996.
Laket eo bet e-touez "Re wellañ an dekvloaziad " gant CLIJ e 1999.
E 2006 e voe ar 17vet moulladur e Spagn.