Kevre Galizat Mell-droad Ouezelek
| Liga Galega de Fútbol Gaélico Kevre Galizat Mell-droad Ouezelek | |
|---|---|
| Krouidigezh | 2012 |
| Rannvro | Europa (GGE) |
| Skipailhoù | Merc'hed : 8 Paotred : 11 |
| Kampioned 2017 | (M) (Eil titl) (P) (Kentañ titl) |
| Pennloreidi | (M) ha Fillas de Breogán (Daou ditl) (P) (Tri zitl) |
| Internet | gaelicogalego.gal |
Kevre Galizat Mell-droad Ouezelek (galizeg : Liga Galega de Fútbol Gaélico) zo ur gevezadeg mell-droad ouezelek bet krouet e 2013 gant an aozadur Asociación Galega de Fútbol Gaélico evit staliañ ar vell-droad ouezelek e Galiza.
Er gentaenn e voe pemp skipailh o kevezañ e rummad ar baotred ha tri e rumad ar merc'hed. En eil marevezh e voe eizh skipailh paotred ha seizh skipailh merc'hed.
Unnek skipaih paotred, dasparzhet etre ar rann 1 hag ar rann 2, a c'hoarias en trede marevezh ; eizh skipailh merc'hed a c'hoarias er marezvezh-se.
Er pevare marevezh (2016/2017), trizek skipailh paotred a gevezas en div rann, ha nav skipailh merc'hed a voe ivez.
An hevelep niver a skipailhoù a c'hoarias er pempvet marevezh (2017/2018), met erlec'hiet e voe Mecas FG (O Grove, proviñs Pontevedra) ouzh Bráithreachas (A Estrada, proviñs Pontevera ivez). Gant ar Federación Galega de Fútbol ("Kevread Galizat Mell-droad") e voe aozet ar gevezadeg, rak e miz Mezheven 2017 en devoa sinet ur gevrat hag a zegemere ar vell-droad ouezelek hag an Asociación Galega de Fútbol Gaélico en e c'hreiz.
Marevezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rummad ar baotred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rann 1
| Marevezh | Kampion | Beskampion | Trede | Gwellañ paler |
|---|---|---|---|---|
| 2013/2014 | ||||
| 2014/2015 | ||||
| 2015/2016 | ||||
| 2016/2017 | ||||
| 2017/2018 |
- Rann 2
| Marevezh | Kampion | Beskampion | Trede | Gwellañ paler |
|---|---|---|---|---|
| 2015/2016 | ||||
| 2016/2017 | ||||
| 2017/2018 |
Rummad ar merc'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Marevezh | Kampion | Beskampion | Trede | Gwellañ palerez |
|---|---|---|---|---|
| 2013/2014 | ||||
| 2014/2015 | ||||
| 2015/2016 | ||||
| 2016/2017 | ||||
| 2017/2018 |
