Kev-bez
Neuz
Ur c'hev-bez, kav-bez pe marvgav zo ur pezh mogeriet dindan an douar, en ur vered a-wechoù, pe dindan un ti, ma vez lakaet ur bez, pe bezioù. Pa vez en un iliz e lavarer kev-iliz.
Ur c'hav-bez da c'hortoz a c'hall bezañ en ur vered, evit lakaat an archedoù evit ar mare, a-raok e vefent douaret pe devet, pe hag a zo o c'hortoz e vefe savet o bez, pe da c'hortoz e vefe kavet un diskoulm pa n'eo ket a-du ar familh diwar-benn al lec'h douarañ. Degemer a ra ivez an archedoù tennet eus o bez o vezañ dreset, pe ar re aet da fall betek re[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Quelle est l’utilité caveau funéraire provisoire ? e comparateur-dependance-senior.com