Kerkopes

Eus Wikipedia

Ar g-Kerkopes (Κερκοπης) a oa daou vreur, paotred fall anezhe, o chom e Thermopylai pe e menez Euboia met redek bro a raent d'ober o zroioù fall.

Gaouiaded touet e oant ha lamponed eus ar re washañ (Loukianos)[1].

O anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar mojennoù e vez graet meur a anv disheñvel anezhe:

Peurvuiañ avat e vezont kontet da vezañ mibien da Okeanos ha Theia.

O zro gant Herakles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa Herakles oc'h ober e reuziad pinijenn evel mevel da Omphale ne baouezent ket da zont d'ober goap anezhañ, da derriñ e benn, da virout outañ a gousket, goude ma oa bet lavaret dezho gant o mamm: « Ma revrioù bihan gwenn, a-raok pell emaoc'h o vonet d'en em gavout gant ur pezh revr du. »

Ur wech o devoa laeret e armoù digantañ. Kastizañ anezho a reas o stagañ anezho ouzh ur mell skourr dre o zreid, ha bale a rae an haroz gant ar vazh-se war e skoaz, hag al lamponed a-drek e gein, o fenn en traoñ hervez ma vezont diskouezet war priachoù Hellaz. O welout revr rous dizolo Herakles (a oa bet duet en emgannoù, ma veze graet « revr du » anezhañ gant Theia) e tirollas al lamponed da c'hoarzhin, hag an haroz ivez, ma voent laosket gantañ da vont.

Mojennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur vojenn all e oant bet kemmet gant Zeus e marmouzien (o anv a dalv kement ha "tud lostek") (alese anv ar genad Cercopithecus).

En ur vojenn all e oant bet troet e mein gant Zeus pa o doa klasket e vourdañ. Diskouezet e veze ar roc'h e Thermopylae.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]