Kerion (strollad)

Eus Wikipedia
Kerion
Bro orin Nice, Bro C'hall
Doare(où) Symphonic metal
Power metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2003
Lec'hienn ofisiel http://www.kerion.net

Izili Remi
Sylvain
Sam
Stephane
Flora
Izili bet er strollad Elise Granier

Kerion zo ur strollad power metal simfonek a orin eus Bro c'hall.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er penn-kentañ ar strollad a oa anvet Kirlian hag an doare sonerezh a oa tostoc'h eus ar metal progresivel benvegel. An daou guitarour Sylvain ha Remi a oa kompozourien. Goude ur bloaz kenlabour, kroget o deus d'ober sonadegoù en o rannvro, o c'hoari dreist-holl tonioù savet ganto. E 2001 o deus enrollet ar c'hentañ demo. Goude-se ez eo deuet doare ar strollad da vezañ muioc'h troet war-zu ar speed metal.

Met choazioù micherel ar sonerien o deus pellaet anezho.

Remi en deus neuze tutaet Flora, kanerez, a oa mignonez ar strollad abaoe pell ha Kerion a zo bet stummet e 2002. Ur c'hentañ demo "Conspiracy Of Darkness Staraxis Part 1" a zo bet embannet e 2003. An demo a oa penn-kentaén ur meizad krouet gant Christophe (skrivagner ar strollad ) e 3 lodenn.

Krouet eo bet er c'han gant Elise, ur mignonez eus ar strollad, met kalite ar son a oa fall.

Savet o deus neuze tonioù nevez hag e 2005 o deus enrollet un demo nevez "The Last Sunset", heuliadenn ar meizad, gant un doare metal simfonek. Embannet o deus e 2008 un albom nevez, "Holy Creature Quest", gant ur produadur gwelloc'h, hag a zo bet gwellet mat gant ar wask. E 2009 o deus diskleriet e embannfent an albom "The Origins", a tistrofe war o gannaouennoù kentañ.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Remi - Gitar
  • Sylvain - Gitar
  • Cristophe - Skrivagner
  • Sam - Batri
  • Flora - Kan
  • Stéphane - Gitar-boud

Izili bet er strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]