Kenvrezel
Ar c'henvrezel[1] eo ar fed, evit strolladoù pe broioù disheñvel, da gas ur brezel a-gevret a-enep un enebour boutin, en ur genlabourat hep ma ne vije bet sinet ur feur-emglev da vat. Gellout a ra ar genvrezelourien pourveziañ dafar pe titouroù an eil d'egile, daoust d'o falioù milourel pe d'o mennozhioù politikel pe relijiel bezañ disheñvel-mik a-wechoù.
N'eo ket termenet ar c'henvrezel e-barzh Kenemglevioù Geneva, met anavezet eo bet evit ar wech kentañ gant Lez-varn kastizel etrebroadel evit ez-Yougoslavia, en doe da dermeniñ natur sikour arme Yougoslavia da Serbia[2]. E-touez ar skouerioù kenvrezel brudetañ emañ aloubadeg Polonia e 1939, deuet diwar an emglev alaman-ha-soviedel sinet un nebeud devezhioù a-raok. Er Brezel Kendalc'h (1941-1944) e kenstourmas an Trede Reich ha Finland a-enep URSS. E dibenn an Eil Brezel-bed, Finland, Italia, Bulgaria ha Roumania a voe kenvrezelourien gant ar Gevredidi a-enep an Alamaned. Amsklaer e c'hall bezañ termenadur ur c'henvrezelour : abaoe miz C'hwevrer 2022 ha deroù aloubadeg Ukraina e embann Rusia eo kenvrezelourien broioù AFNA hag un nebeud reoù all, Bro-C'hall en o mesk, pa gasont dafar da arme Ukraina. Ar broioù-mañ a zisklêr ar c'hontrol dre ma ne gasont ket soudarded dezho war an dachenn hag abalamour ne gemeront ket perzh er strategiezh ukrainat end-eeun. Belarus, er c'hontrol, a c'hallfe bezañ gwelet evel ur c'henbrezelour, p'he doa lezet arme Rusia da implijout he ziriad evel diaz evit aloubiñ norzh Ukraina e 2022[3].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez geriadur M. Ménard, Palantines, 2012, p. 265a.
- ↑ (fr) Julia GRIGNON, La « cobelligérance », ou quand un état devient-il partie à un conflit armé ?, IRSEM, Brève Stratégique 39, miz Mae 2022 (lennet d'ar 24/06/2026)
- ↑ (fr) Marc SEMO, La cobelligérance, acte de guerre ou légitime défense collective ?, Le Monde, 26/05/2022 (lennet d'ar 24/06/2026)