Mont d’an endalc’had

Kentoc'h Mervel

Eus Wikipedia
Kentoc'h Mervel
aozadur armet
Deiziad krouiñ1929 Kemmañ
Organization directed by the office or positionCélestin Lainé Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh Breizh Kemmañ
Deiziad divodañ1930 Kemmañ

Kentoc'h Mervel a oa un aozadur broadelour breton berrbad awenet gant ar Sinn Féin. Ur strollad kuzh e oa anezhañ, urzhiet en un doare reut. Savet e voe e 1929 gant Célestin Lainé ha Gwilherm Berthou, an daou anezho a oa ijinourien kimiourien. Biken ne voe kaset da benn un obererezh gant ar strollad ha pa vije c'hoant ganto da zistrujañ Monumant ar vezh[1].

Goude Emvod Sant-Brieg Strollad Emrenerien Vreiz (SEV), lod eus ar re yaouank a oa kounnaret bras. C'hoant a oa gant an izili da sevel un aozadur kuzh broadelour o c'houlenn ma vije disrannet Breizh diouzh Bro-C'hall. Lainé en doa embannet fin ar gevredigezh kuzh Kentoc'h Mervel pa oa bet Jeusset o kuitaat an SEV evit sevel Breiz da Zont. Meavenn, divroet eus Brest da Bariz evit ober studioù er Sorbonne (an iwerzhoneg dreist-holl) en ur labourat ivez en ti-post, a oa oadet a 19 vloaz da vare Kentoc'h Mervel. Goude fin Kentoc'h Mervel e voe savet Gwenn ha Du e 1930, ur strollad stourm kuzh, ur wech c'hoazh gant Lainé ha Berthou. Un aozadur all a oa ivez er memes amzer ha gant ar memes palioù anvet Kralaboussen savet gant izili War Zao.

Pep ezel ne anaveze nemet an den en doa degemeret anezhañ en aozadur.

Izili brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]