Mont d’an endalc’had

Kentañ brezel Tchetchenia

Eus Wikipedia
kentañ brezel Tchetchenia
brezel
Rann eusChechen–Russian conflict, bec'hioù goude soviedel Kemmañ
Lec'hTchetchenia, Ingouchetia, Stavropol Krai, Dagestan Kemmañ
Deiziad kregiñ11 Kerzu 1994 Kemmañ
Deiziad echuiñ31 Eost 1996 Kemmañ

Kentañ brezel Tchetchenia, anvet ivez Kentañ brezel rusian-tchetchen, a oa bet stourmet etre Republik Tchetchen Ichkeria disrannour ha Kevredad Rusia eus dibenn 1994 betek 1996. Ar brezel a oa echuet gant ur skrid-emglev a beoc'h : an nerzhioù lu rusian a yae kuit diouzh ar vro, met distroet e oant tri bloaz war-lerc'h, ar pezh a oa bet abeg Eil brezel Tchetchenia e 1999–2009.

E-kerzh freuzadenn an Unaniezh Soviedel e fin ar bloavezh 1991, Tchetchenia a oa deuet da vezañ renet gant ur gouarnamant disrannour, gant Djokhar Doudayev en e benn. Ar prezidant rusian Boris Yeltsin en doa harpet bezenoù a-enep Doudayev betek 1994, pa oa bet o reiñ lañs d'un oberiadur brezel evit "lakaat da dalvezout an urzh vonreizhel e Tchetchenia". Milieroù a drevourien tchetchen a oa bet lazhet gant bombezadegoù hag emgannoù e kêr betek ma vije aloubet Grozniy e miz Meurzh 1995. En desped d'an trec'h-se e chome diasur galloud ar Rusianed er vro, rak ne oant ket mestr war an tiriadoù war ar maez na war ar menezioù eus Tchetchenia, hag eno e oa un harz kreñv d'an alouberien gant tagadennoù guerilla. Lazhet e oa bet Doudayev gant ur vombezadenn rusian e miz Ebrel 1996, met adtapet e voe kêr Grozniy gant an disrannourien e miz Eost. Rediet e oa bet ar Rusianed da sinañ emglev Khasavyourt ha goude-se emglev-peoc'h Rusia-Tchetchenia e 1997.

Hervez pennadurezhioù Rusia e oa bet kollet 5500 soudard ganto, met hervez mammennoù dieub e vije bet lazhet etre 5000 ha 14000 den. Hervez Aslan Maskhadov, e-tro 2800 soudard tchetchen a vije bet lazhet, met mammennoù dieub a istim e vije bet etre 3000 ha 10000[1]. Evit pennadurezhioù Rusia e oa bet, e-kerzh ar bloavezh 1995 nemetken, kollet etre 10 000 ha 15 000 den gant ar stourmerien tchetchen[2]. An niver an drevourien tchetchen lazhet a ya eus 30 000 betek 100 000. Ouzhpenn 200 000 trevour tchetchen a vije bet gloazet hag ouzhpenn 500 000 a vije bet argaset diouzh o zi. Kêrioù a-bezh eus ar republik a oa bet peurzistrujet[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]