Kentañ brezel Matabele

Eus Wikipedia
Emgann Shangani (25 a viz Here 1893), taolennet gant Richard Caton Woodville, Jr. (18561927

Ar c'hentañ brezel Matebele (saozneg: First Matabele War) a oa bet stourmet etre 1893 ha 1894 e Zimbabwe hiziv-an-deiz. Enebet e oa ar British South Africa Company ouzh ar rouantelezh Ndebele (Matabele). Lobengula, roue an Ndebele, en devoa klasket chom hep kaout brezel gant labourerien an embregerezh, komprenet en devoa, evel e guzulierien, e oa kalz galloudusoc'h an Europeiz evit na oant. Sklaer e oa dezho e oa armoù modern Europa reoù a flastre impi (unvez milourel ar gadourien Zulu) ar Matabele o tagañ dre gwagennoù ramzel.

Lobengula en devoa 80 000 soudard goaferien hag 20 000 fuzuilher, armet gant karabinennoù Martini-Henry, a oa reoù modern er mare-se. Siwazh, ur gourdoniñ fall a lakas an armoù-se da vezañ dister o efed war an an tachennoù emgann. Ar British South Africa Company he devoa ouzhpenn 750 soudard eus skourr polis an embregerezh, gant un niver dianav a emouestlidi, trevadennerien anezho, harpet gant 700 Tswana (Bechuana). Cecil Rhodes, a oa kentañ ministr trevadenn ar C'hab ha Leander Starr Jameson, penn melestradurel Mashonaland, o devoa klasket chom hep kaout ur brezel ivez. Ar gudenn a oa savet pa oa bet asantet gant Lobengula ma vefe eus un dagadenn eus e lu war ur penn Mashona evit kaout e druaj e kêr Fort Victoria, an embregerezh a nac'has ha brezel a voe.