Mont d’an endalc’had

Kentañ Ministr Belgia

Eus Wikipedia
Kentañ Ministr Belgia
kefridiezh publik
Iskevrennad euskentañ ministr, Federal Minister of Belgium Kemmañ
Rann eusCouncil of Ministers Kemmañ
Deiziad krouiñ26 C'hwe 1831 Kemmañ
Anv berrpremiärminister Kemmañ
Honorific prefixExcellency Kemmañ
Annez ofisielLambermont Kemmañ
Appointed byKing of the Belgians Kemmañ
Position holderBart De Wever Kemmañ
StadBelgia Kemmañ
A dalv evit tiriadBelgia Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.premier.be/ Kemmañ
Stumm benel an dikedennprimera ministra de Bélgica, Premierministesch vun der Belsch Kemmañ
Stumm gourel an dikedennPremierminister vun der Belsch Kemmañ
Roll elfennoùlist of prime ministers of Belgium Kemmañ

Kentañ Ministr Belgia (izelvroeg: Eerste minister van België; galleg: Premier ministre de Belgique; alamaneg: Premierminister von Belgien) eo penn gouarnamant kevredadel Belgia, hag an den politikel galloudusañ er vro.

Kentañ penn ar gouarnamant en istor Belgia e oa bet Henri van der Noot e 1790, e-kerzh mare berr Stadoù Unanet Belgia. Ha pa vefe bet pennoù gouarnamant (galleg: Chefs de Cabinet) abaoe dizalc'hidigezh ar vro, ret e oa bet gortoz goude ar Brezel-bed kentañ evit ma vije galloudusoc'h ar c'hentañ ministr da vat. A-raok 1918, Roue Belgiz a oa mestr alies war kuzul ar vinistred, met pa oa bet anvet Léon Delacroix e oa kroget an traoù da gemm. Goustadik, levezon ar gurunenn a oa aet war wanaat, tra ma oa deuet roll ar c'hentañ ministr da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ e politikerezh ar vro.