Mont d’an endalc’had

Kenstok kevandirel

Eus Wikipedia

Ar c'henstok kevandirel a zo ur c'henstok etre div blakenn gevandirel re skañv evit sankañ en astenosferenn ha gant an eil o vont dreist d'eben, da grouiñ steudadoù menezioù. An Alpoù hag an Himalaya a zo skouerioù eus menezioù deuet diwar kenstokoù kevandirel.

Ar c'henstokoù kevandirel n’int ket anadennoù a c’hoarvez trumm, evel ur gwallzarvoud kirri. Gallout a ra bezañ meur a zek milion a vloavezhioù, a-raok na vefe gwelet menezioù o sevel diwarno. Ar c’henstok etre Indez hag Azia, en deus krouet an Himalaya, zo padet war-dro 50 milion a vloavezhioù dija ha war a seblant n’eo ket peurechu.

Merkerien ar c'henstok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouer gwaskadur war gwiskadoù gouelezennek (gwaskadur eus an tu kleiz betek an tu dehou) :

Sell a-droc'h :

Stadet e vez frailhoù amgin ha retroarlakadurioù.

Merkerien evezhiapl a-rez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare merkerien a c'heller merzhout war gorre hor planedenn :

Merkerien donder

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evezhiapl eo ar merkerien donder diwar roadennoù sismek savet diwarne skeudennoù a-droc'h.

Donder ar Moho a zo ar merker pennañ : tizhout a ra 50km donder dindan an tolzennadoù uhelañ. Evel-se ez eus gwrizioù krestenenn.

Ar c'henstok o vezañ eil fazenn ar c'honvergadur e heuilh subduktadur ul litosferenn veurvor hag a zo steuziet.

Testoù istor ur meurvor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roudoù ar veurvor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzhet e vez ofiolitennoù, aozadur azonus eus an endro meurvorel savet eus an traoñ d'an nec'h gant :

Roudoù marzoù-meurvor pasivel a vez kavet, evel :

  • Bezañs blokoù bransellet, bevennet gant frailhoù normal (spesius d'un dektonegezh war vrasaat) ;
  • Akretadurioù gouelezennek, fosiloù meurvorel enno.

Roudoù ar subduktadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mineraloù bet stummet e gwaskoù uhel-tre hag e temperadurioù izel a zo bet dizoloet, testoù sankadur reier betek donderioù bras. Ar reier-se a zo bet subduktet neuze a-raok adpignat.

Kavet e vez ivez tammoù litosferenn veurvor degaset war ar gorre dre obduktadur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]