Kensonenn dre c'hwitellat
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Taravat |
C'hwitellat |
Heson |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
A-gostez |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre c'hwitellat (saoz.: sibilant consonant pe grooved fricative) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn dre daravat pe dre fic'hal ma vez kaset ur bann aer da redek a-hed ur ganol strizh e trakt ar vouezh betek kostez lemm an teod.
Kreñvoc'h eo son ar c'hensonnnoù dre c'hitellat evit hini ar c'hensonennoù all.
A-wezhoù e vez lakaat an termen kensonenn skiltr (saoz. strident consonant) da vezañ heñvelster gant an termen kensonenn dre c'hwitellat, met e gwirionez e ranker ober an diforc'h etreze o-daou dre ma tenn an tremen "dre c'hwitellat" da doare distagañ ur gensonenn keit ha ma tenn an anv-gwan "skiltr" da berzhioù ar c'hleved.
Setu ar c'hensonennoù dre serriñ pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- [s, z]: distaget gant beg pe gant lavnenn an teod.
- [ʃ, ʒ]: Staon-kevig, da lâret eo kensonennoù drekkevig gant an teod bolzennet (pe damstaoniet) distaget gant beg pe gant lavnenn an teod
- [ɕ, ʑ]: Kevig-staon: da lâret eo kensonennoù drekkevig staoniet kevatal da /ʃʲ, ʒʲ/
- [ʂ, ʐ]: Tro-gil, da lârete eo resisoc'h: a) kensoennoù drekkevig distaget gant neb an teod nann-staoniet; b) kensonennoù drekkevig pe rakstaon distaget gant isbeg an teod pe; c) kensonennoù drekkevig nann-staoniet distaget gant lavnenn an teod ("plaen"), a-wezhoù treuzskrivet [s̠, z̠] pe [ʂ̻, ʐ̻]
Bez' e c'heller implijout sinoù diakritek seul wezh mar bez ezhomm evit sklaeraat en un doare resisoc'h pehini eo al lec'h distagañ, da skouer [s̺] evit ur gensonenn distaget gant beg an teod kv. [s̻] evit ur gensonenn distaget gant lavnenn an teod; [s̪] evit ur gensonenn dent pe kevig-dent; [sʲ] evit merkañ ur gensonenn staoniet; ha [s̠] evit ur gensonenn drekkevig hepmuiken, da lâret eo ur gensonenn drekkevig nann-staoniet (pe "plaen") distaget gant lavnenn an teod. Gant un nebeud yezhoù kaokazek ar gwalarn e vez implijet ivez "kensonennoù drekkevig serr distaget gant lavnenn an teod" hep arouezenn ofisiel ebet hervez reolennoù al LFE, treuzskrivet peurliesañ [ŝ ẑ].
Ral a wezh e kaver yezhoù oc'h ober gant muioc'h evit tri rummad kensonennoù dre c'hwitellad disheñvel (hep kendistagadur all ebet), met en oubic'heg e reer gant pevar rummad kensonennoù dre c'hwitellat eeun: [s z], [ŝ ẑ ŝʷ ẑʷ], [ɕ ʑ ɕʷ ʑʷ], [ʂ ʐ], hag hervez enklaskoù zo e vefe implijet pemp rummad disheñvel e rannyezh sinaek Qinan, e Proviñs Shandong.
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |