Mont d’an endalc’had

Kenlabourerezh gant Alamagn nazi hag Italia faskour

Eus Wikipedia

E-kerzh an Eil Brezel-bed e oa bet niverus ar gouarnamantoù, aozadurioù hag hiniennoù o kenlabourat gant nerzhioù an Ahel, "dre gredenn, dizesper, pe dre redi"[1]. Broadelourien zo o devoa degemeret mat an Alamanted pe an Italianed pa oa erruet o nerzhioù lu dre ma kredent e vijent dieubet diouzh an impalaeriezh trevadennel europat. Gouarnamantoù evel reoù Danmark, Belgia pe Vichy e Bro-C'hall o devoa klasket marc'hata gant an alouberien en ur soñjal sioulaat ar c'hoantoù ekonomiel dreist-holl.

Ar soudard Yang Kyoungjong prizoniet en Normandi a oa bet rediet stourm en Ostlegionen.

Lod pennoù broioù, evel Henrik Werth en Hungaria, o devoa kenlabouret gant Italia hag Alamagn en ur soñjal adperc'henniñ douaroù kollet goude ar C'hentañ Brezel-bed, pe a felle dezho gounit. Lod all evel e Frañs o devoa dija strolladoù pe luskadoù faskour pe gant selloù enepyuzev hag enep-komunour. Pa oa erruet an alouberien e oa bet roet dezho nerzh ha sikour da dizhout postoù uhel. Hiniennoù evel Hendrik Seyffardt en Izelvroioù pe Theodoros Pangalos e Gres pe Léon Degrelle e Belgia o devoa gwelet ar c'henlabourerezh evel un hent personel da vont etrezek ar galloud ha krabanata ar vro goude fin ar brezel-bed. Un toullad tud a oa bet gant hent ar c'henlabourerezh dre ma soñje dezho e oa an Alamanted o vont da c'hounit ar brezel. A-benn neuze e oa ar c'hoant ganto da vezañ gant an tu kreñv. Lod all evel Stepan Bandera en Ukraina pe Olier Mordrel e Breizh a glaske gounit dieubidigezh o broioù.

Nerzhioù lu an Ahel o doa degemeret kalz tud a youl-vat, a-wechoù dre redi dammguzhet, alies gant promesaoù a voe torret goude-se, pe neuze prizonidi brezel hag a oa o vevañ en ur stad reuzeudik er c'hampoù-tolpañ. Lod all avat a oa bet a youl-vat gwirion dre ma oa soñjoù nazi pe faskour ganto.

Emvod ar Vlaamsch Nationaal Verbond (VNV) e Gent e 1941

Belgia a oa bet aloubet gant an Alamagn Nazi e Mae 1940[2] ha chomet e oa dalc'het ar vro betek fin ar bloavezh 1944.

Disheñvel e oa bet ar c'henlabourerezh hervez rannvroioù yezhel Belgia. E Flandrez, ar Vlaamsch Nationaal Verbond (Unvaniezh Flamank Broadel pe VNV), un aozadur aotrouniek, enep demokratel ha gant lod mennozhioù faskour,[3] e oa bet an aktour pennañ er c'henlabourerezh gant an nazied, hag ar re-se a implije anezho evit tuañ an Emsav Flamank ganto. Politikourien ar VNV a oa bet prometet dezho postoù uhel er velestradurezh trevour belgiat[4]. Ar VNV a oa siouloc'h evit na oa an DeVlag hag a oa ul luskad a-du krenn gant ideologiezh an nazied hag a zeuio da vezañ kreñvoc'h a-feur ma pado ar brezel.[5]

E takad gallek Wallonia, Léon Degrelle hag ar Rex, ul luskad ha strollad politikel aotrouniek ha katolik faskour ,[6] a oa deuet da vezañ kevatal d'ar VNV met en takad gallek. Ar Rex a oa broadelour belgiat, ar pezh a blante reuz gant ar vroadelouriezh flamank a oa hini VNV harpet gant ar mennad Flamenpolitik alaman. Rex a oa deuet da vezañ muioc'h-muiañ a-du gant Hitler goude 1941 betek en em zisklêriet evel ezel eus an Europa Nevez hag ar Waffen-SS.

Ar gouarnamant belgiat a-raok ar brezel a oa aet d'an harlu e 1940, met ne oa ket gwall c'halloudus er vro hag a oa kendalc'het da vezañ renet heptañ a-hed an dalc'herezh. Ar C'hengor eus ar sekretourien hollek, un aozadur melestradurel trevour, krouet gant ur soñj teknokratek nemetken, a zo bet tamallet da vezañ un ostilh evit lakaat da dalvezout c'hoantoù an dalc'herien alamans. en desped d'ur c'hoant da skañvaat pouezh an dalc'herezh war chouk ar boblañs, ne oa ket deuet a-benn da sioulaat politikerezhioù alaman evel heskinerezh ar yuzevien nag deportadur al labourerien en Alamagn. Ne oa deuet a-benn nemet da zaleañ al labour ret betek fin miz Here 1942.[7] Dre pouezañ war an Alamanted evit reiñ muioc'h a obererezhioù d'ar c'hengor, ar re-se a oa bet aesaet kalz da gavout diskoulmoù evit tizhout palioù evit na vije bet dre an nerzh. Belgia a oa dindan sujidigezh Alamagn evit an enporzhiañ boued, dre-se e oa e-dalc'h ar C'hengor da c'hoantoù Alamagn pa veze klasket marc'hatañ tra-pe-dra.

Ar Gouarnamant belgiat en harlu a oa bet o tamallañ ar C'hengor da sikour an nerzhioù dalc'herezh alaman[8][9]. Ar sekretourien hollek a oa bet brudet-fall e Belgia e-touez ar bobl ivez. E 1942, ar c'hazetenner Paul Struye en doa diskrivet anezho evel "sujed ur brud-fall o vrasaat evit an holl pe dost"[10]. Gant ar bobl e oant gwelet evel aesaerien ar c'hoantoù alaman war ar vro.

Sepp Dietrich Léon Degrelle ha Jean Vermeire e Charleroi e 1944.

Goude ar brezel, meur a sekretour-hollek a oa bet barnet evit kenlabourerezh. Darn a voe didamallet buan. Gérard Romsée, sekretour evit an aferioù diabarzh, a oa bet kondaonet da 20 vloaz toull-bac'h, ha Gaston Schuind, penn polis Brusel[11], a oa bet kondaonet da 5 bloaz toull-bac'h[12]. Meur a sekretour a oa deuet a-benn d'ober o respet er vuhez politikel goude ar brezel memestra. Victor Leemans a oa bet senedour evit an tu kreiz-dehoù eus ar Strollad kristen sokial (PSC-CVP) ha deuet e oa a-benn memes da vezañ prezidant ar Parlamant europat[13].

Polis Belgia a oa bet tamallet dezhañ bezañ kenlabouret, dreist-holl a-fed al Loskaberzh.

Pa oa ar brezel oc'h echuiñ, bezenoù kenlabourerien a oa bet o kemer perzh er mougadur a-enp ar Rezistañs. E-touez al lazhadennoù e oa kalz tud a oa diskred warno da vezañ o kemer perzh e luskadoù Rezistañs pe da vezañ a-du gant o mennozhioù[14], evel lazhadenn Alexandre Galopin, penn ar Société Générale, lazhet e miz C'hwevrer 1944. Lazhadegoù trevourien a-yoc'h evel dial a oa bet ivez evel Lazhadeg Courcelles, lec'h ma oa bet lazhet 20 trevour gant ledsoudarded Rexist pa oa bet lazhet ur bourgmestr (maer). Bez e oa bet ivez lazhadeg Meensel-Kiezegem, lec'h ma oa bet muntret 67 trevour. Keñveriet eo al lazhadeg-se, e Belgia hiziv-an-deiz, ouzh Lazhadeg Oradour-sur-Glane[15].

Inizi Mor Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soudarded alaman e Jersey

An Inizi angl-ha-norman a oa bet an tiriad breizhveuriat nemetañ o vezañ dalc'het en Europa gant an Alamagn Nazi. Politikerezh gouarnamant an tiriad a oa bet anvet ganto "darempredoù dereat" gant an alouberien alaman. Ne voe ket eus ur Rezistañs armet pe feuls a-berzh an annezidi a-enep an nerzhioù dalc'herezh[16]. Goude 1945 e voe enklaskoù war tamalloù kenlabourerezh. E miz Du 1946, Sekretour-Stad an Diabarzh breizhveuriat en doa kelaouet Ti ar C'humunioù ne oa ket prouennoù evit darn eus an tamalloù. N'eus nemet 12 degouezh a voe gwelet evel mat da varnañ, met an Director of Public Prosecutions n'en doa ket kendalc'het gant an aferioù dre ziouer a zanvez rebech. Divizet e vo dreist-holl war ar re tamallet dezho da vezañ bet o titouriñ an Alamanted, ne oa ket un diazez lezennel evit barnañ anezho.

War inizi Jersey pe Guernsey, lezennoù a voe lakaet da dalvezout goude-se evit krabanata ar gounidoù a oa bet graet gant ar brofiterien-brezel ha tud ar marc'had-du.

Goude an dieubidigezh, soudarded vreizhveuriat a oa bet kaset evit talañ ouzh tagadennoù digoll war maouezed a oa bet tost ouzh ar soudarded alaman.

Ar Bagadoù Stourm, poltred tennet e Kemper embannet e Breiz Atao e 1942.
Celestin Lainé e 1944 en e unwisk eus ar Waffen-SS.

An Alamanted a erru e Roazhon d'an 18 a viz Even 1940[17]. An deiz war-lerc'h, d'an 19, int erruet e Brest, d'an 21 eo aloubet an Oriant. Gant an Alamanted e tistro lod broadelourien vreton[18] hag a zo o soñj klask harp an nerzhioù dalc'h evit stourm politikel, yezhel ha sevenadurel Breizh. Nerzh a vo tapet ganto met biken ne vint kreñv a-walc'h evit bezañ galloudusoc'h eget pe kevatal da nerzhioù Renad Vichy pe nerzhioù kenlabourerien nazi gall e Breizh. Ul lod a gemero perzh er stourm armet a-enep ar Rezistañs c'hall (Bezen Perrot, Kommando Landerne, Groupe Vissault), er flatridigezh ha ledañ an ideologiezh nazi. [19].

Ar Strollad Broadel breizh renet gant ar vreudeur Delaporte a glask tennañ gounid eus darvoud an dalc'herezh evit sevel ur vro dieub. Klask a ra al luskad-se gounid kalon ar vretoned o tagañ ha flemmañ gouarnamant Vichy ha bezañ gwelet mat gant an nerzhioù dalc'herezh alaman.

Pennad pennañ: Renad Vichy
Penn Renad Vichy, ar marechal Philippe Pétain, o kejañ ouzh Hitler e Montoire, d'ar 24 a viz Here 1940

An haroz eus ar Brezel-bed kentañ, Philippe Pétain, a oa deuet da vezañ mestr war ur Stad c'hall (État Français), ha ne oa ket renet eus Pariz met eus Vichy, pa oa kouezhet an Trede Republik goude Emgann Bro-C'hall[20]. Ar c'hentañ ministr Paul Reynaud en doa dilezet e bost e-serr sinañ ar skrid-emglev kodianañ. Ar Vodadenn Vroadel a oa bet goude-se o fiziañ ar galloud e Pétain. Eñ a oa sañset goulenn ma vije savet ur vodadenn vonreizhel evit sevel ur vonreizh nevez d'ar vro. En gwirionez Pétain en doa implijet e c'halloudoù evit lakaat sevel ur Stad aotrouniek hag eñ e penn[21].

Pierre Laval ha ministred all eus Renad Vichy a oa bet o soñj kentañ gwareziñ ar boblañs ha lakaat ar brizonidi-brezel da zistreiñ[22]. Buan a-walc'h e oa bet komprenet ganto ne vije ket posupl marc'hata gant an Trede Reich ha pouezus e oa bet dezho kenderc'hel da lakaat da grediñ e oa emren Vichy, ha klask a raent memestra chom hep kaout ur velestradurezh vilourel alaman war ar vro a-bezh.

An nerzhioù dalc'h alaman a roe sklaer da c'houzout e vije aes dezho reiñ lamm da c'houarnamant Vichy ha ma ne vije ket sentet outo e c'helljent lakaat tud e-giz Marcel Déat, Joseph Darnand pe Jacques Doriot e penn an traoù, ar re-se o vezañ nazied. Aotreet e oant da vezañ oberiant memes e tiriad Vichy, ha da flemmañ memes en un doare foran gouarnamant Vichy pa ne oa ket gwelet evel pleget a-walc'h dirak c'hoantoù an Alamagn nazi.

Luskadoù kenlabourerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennoù ar strolladoù kenlabourer pennañ. Eus a-gleiz d'an tu dehoù: Pierre Costantini (Ligue française), Marcel Déat (Rassemblement national populaire), Eugène Deloncle (MSR) ha Jacques Doriot (PPF), tamm eus ur bajenn eus ar gazetenn Le Matin, d'an 10 a viz Here 1941.

Ar pevar luskad pennañ a genlabourerien hag a oa evit ur c'henlabourerezh da vat gant an Trede Reich e oa ar Rassemblement national populaire (RNP) renet gant Marcel Déat, ar Parti populaire français (PPF) gant Jacques Doriot, ar Mouvement social révolutionnaire (MSR) gant Eugène Deloncle, ha al Ligue française gant Pierre Costantini. Ar strolladoù-se a oa bihan a-fed niver a dud engouestlet ; etre 1940 ha 1944 e oa bet un tammig nebeutoc'h evit 220 000 Gall (gant Norzhafrika) o kemer perzh er strolladoù kenlabourerezh[23][24]. E-kerzh c'hwec'h miz diwezhañ an dalc'herezh, Déat, Darnand ha Doriot a oa bet degemeret er gouarnamant.

Kenlabourerezh dindan unwisk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez: Milice, Légion des volontaires français contre le bolchevisme, Rann-arme Karl-Veur.

Ar chenlabourerezh eus nerzhioù polis Frañs a oa bet diazez evit lakaat da dalvezout al Loskaberzh e Bro-C'hall dalc'het. Implijet e oa alies nerzhioù polis ar vro gant an Alamanted evit kefridioù lies evel derc'hel d'an urzh vat, mougañ ar Rezistañs. Ouzhpenn-se e oa kefridiet gant niveradeg ar yuzevien, herzel anezho, kas anezho betek ar c'hampoù-tolpañ evit ma vijent kaset d'an estrenvro da vezañ lakaet e kampoù ar marv. Evit en ober ar polis a oa bet o rekizañ busioù hag implij linennoù tren an SNCF.[25] E miz genver 1943, Laval en doa savet ar Milice, un nerzh polis damsoudardel renet gant Joseph Darnand hag a sikoure ar Gestapo evit talañ ouzh ar Rezistañs ha kavout ar yuzevien. En holl e oa bet tro 30 000 ezel, an darn vrasañ o vezañ paotred emt ivez nebeut merc'hed.[26]

E miz Gouhere 1941, ar strolladoù ha luskadoù kenlabourerezh a oa bet an holl o sikour evit sevel al Lejion c'hall an dud a-youl vat a-enep ar bolcheviezh (LVF), evit stourm asambles gant an Alamanted war Talbenn ar Reter. Adalek miz Gouhere 1941, un hollad 5 800 emoustl gall a oa bet o servijout en LVF ha betek ma vije lammet e miz Du 1944. Adalek miz C'hwevrer 1945, lod kenlabourerieneus Bro-C'hall, eus an LVF pe eus ar Milice, a oa bet lakaet er 33vet divizion greunaderien Waffen SS Karl-Veur, ha bez e oa 7340 soudard pa oa bet lakaet er stourm war Talbenn ar Reter hag en Emgann Berlin.[27] Hervez an istorour gall Pierre Giolitto tro 30 000 keodedour gall a oa bet o servijout en unvez vilourel alaman (lod na oant ket er stourm), e-kerzh hollad ar brezel.[26]

Ar Strollad komunour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek aloubadeg URSS gant Alamagn d'an 21 a viz Even 1941, pennoù bras ar Strollad Komunour Gall (PCF) a oa chomet tost ouzh selloù ar C'homintern hag an Unvaniezh Soviedel, oc'h embann "ar stourm reizh nemetañ eo ar stourm reveulzier ha n'eo ket an dam-rezistañs gant ar Gaullisted, pezhioù-c'hoari ar gapitalouriezh Saoz".[28][29] Hervez al lojik-se, an darempredoù gant an ac'huber alaman a oa amsklaer. Ronald Tiersky en deus dikrivet obererezhioù komunourien Bro-C'hall e-kerzh ar mare-se evel "kenlabourerezh oberiant war lod tachennoù resis".[30]

Izili ar Frikorps Danmark o vont kuit eus Kopenhagen en arsav Hellerup evit mont war Talbenn ar Reter.

D'an 9 a viz Ebrel 1940, nerzhioù lu Alamagn o devoa aloubet Danmark hag a oa ur vro neptu ; dre-se o devoa freuzet an emglev nann argadiñ a oa bet sinet er bloaz a-raok. Respontet e oa bet dezho e vije "diwallet ouzh souverenelezh, unanded an tiriad ha neptuegezh Danmark." Gouarnamant ar vro a oa kodianet buan ha chomet e oa. Ar parlamant a zalc'he galloud war an aferioù foran. Ar savboent foran a oa reiñ harp d'ar gouarnamant nevez savet, ha gwiroc'h c'hoazh goude Emgann Bro-C'hall e miz Even 1940.

Gouarnamant Danmark a oa bet o kenlabourat gant an nerzhioù dalc'herezh alaman betek 1943[31], ha sikouret en devoa an eskemmoù ekonomikel a-fed greanterezh ha labour-douar gant Alamagn. Ar gouarnamant danat a oa bet o lakaat da dalvezout politikerezhioù niverus a-benn derc'hel gant an urzh sokial met dreist-holl d'ober plijadur d'an Alamanted. Mouget e oa sioul kazetennoù ha pennadoù kazetennerezh "hag a c'hellje freuzañ al liammoù etre Alamagn ha Danmark" ; ha d'ar 25 a viz Du 1941, Danmark a oa deuet da vezañ ezel eus an Emglev Enep-Komintern. Gouarnamant Danmark hag ar roue Christian X o devoa embannet meur a wech e oant enebet ouzh an tarverezh a-enep an nerzhioù dalc'herezh hag aliañ a raent d'an dud flatrañ al luskadoù Rezistañs. Stourmerien ar Rezistañs a oa toullbac'het pe lakaet d'ar marv. Goude ar brezel ul lod flatrerien a oa bet lakaet d'ar marv d'o zro[32][33][34].

A-raok, hag e-kerzh ar brezel, Danmark a oa bet o strishaat politikerezh degemer ar repuidi; da skouer e oa bet adkaset d'an Alamanted 21 repuad yuzev a oa deuet a-benn da dreuziñ an harzoù[35] ; 18 anezho a oa marvet e kampoù-bac'h, ur vaouez ha tri bugel en o zouez[36]. Er bloavezh 2005, ar c'hentañ ministr Anders Fogh Rasmussen en doa embannet un digarez ofisiel evit ar politikerezhioù-se hag ar gwall zisoc'hoù[37].

Goude ma oa kroget gant aloubadeg URSS gant Alamagn d'an 22 a viz Even 1941, ar pennadurezhioù alaman o devoa goulennet ma vije harzet an holl gomunourien danat. Ar gouarnamant danat a oa bet o seveniñ ar c'hoantoù alaman, ar polis a oa bet oc'h herzel 339 a gomunourien a oa o anv war listennoù kuzh. Diwar an hollad, 246 den, tri anezho o vezañ ezel eus parlamant Danmark, a oa bet prizoniet e kamp Horserød. Kement-se a oa a-enep krenn gant bonreizh Danmark. D'an 22 a viz Eost, ar parlamant danat a lakae tremen al Lezenn gomunour, ar pezh a lakae e-maez lezenn Strollad komunour Danmark ha berzet e oa an holl oberiadurioù a-berzh hiniennoù pe aozadurioù komunour, ur wech c'hoazh e oa a-enep bonreizh ar vro. E 1943, tro an hanter eus ar brizonidi gomunour a oa bet kaset da gamp-bac'h Stutthof, hag eno e oa marvet 22 anezho.

Pennlec'h an SS-Schalburgkorps e Kopenhagen e 1943

Ul lod vat eus ar produerezh greantel hag eus an eskemmoù ekonomikel, evit ul lodenn dre redi geopolitikel ha redioù ekonomikel, a oa gant an trede Reich. Un darn vras eus pennoù ar gouarnamant danat a wele an eskemmoù gant Alamagn nazi evel ur redi da saveteiñ an urzh sokial er vro, hag aon o devoa e vije an dilabour hag ar baourentez o tegas kounnar er boblañs ha trubuilhoù sokial. An disoc'h hervezo a vije un dalc'herezh reut eus ar vro gant an Alamanted. Evit chom hep kaout re a dud dilabour e veze sikouret ul lodenn eus tud ar vro da vont da labourat da Alamagn dre ma vanke labourerien eno. Dre-vras e oa bet 20 000 Danad o vont da labourat da uzinoù ar Reich e-kerzh ar pemp bloaz brezel[38].

Ar c'habined danat a oa bet oc'h enebiñ ouzh ar c'hoantoù alaman da lakaat da dalvezout lezennoù a-enep ar yuzevien e Danmark. Ar goulennoù evit lakaat d'ar marv tud eus ar vro a oa nac'het ivez d'an Alamanted, ar memestra pa oa goulennet gant lezioù-barn milourel Alamagn degas keodedourien eus Danmark da Alamagn. Ar memestra e oa bet pa oa bet goulennet gant an nerzhioù lu alaman kas unvezioù eus Danmark da vezañ lakaet en nerzhioù lu alaman.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hamon Kristian, Les nationalistes bretons sous l’Occupation, Le Relecq-Kerhuon, An Here, 2001.
  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Rennes, PUR, 2014.
  • Carney Sébastien, Breiz Atao ! Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948), Rennes, PUR, 2015.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Darcy, Shane (2019). "Coming to Terms with Wartime Collaboration: Post-Conflict Processes & Legal Challenges". Brooklyn Journal of International Law. 45 (1): 75–135.
  2. German Invasion of Western Europe, May 1940, Holocaust Encyclopedia, United States Holocaust Memorial Museum
  3. B. De Wever, Vlaams Nationaal Verbond (VNV) at Belgium-WWII, ("Au sein de la direction du parti, on retrouve deux tendances: une aile fasciste et une aile modérée.")
  4. Hitler's Foreign Executioners: Europe's Dirty Secret, Christopher Hale, The History Press, 2011 (ISBN 978-0-7524-6393-3) "by June the plum jobs in the Belgian administration had been grabbed by VNV men"
  5. (2009) The Oxford handbook of fascism. Oxford University Press. 483 p. ISBN 978-0-19-929131-1. 
  6. (2010) Scripta Politica: Politieke Geschiedenis van België in Documenten (1918–2008), 2e herwerkte dr., Leuven : Acco. 112 p. ISBN 978-90-334-8039-3. 
  7. Gotovitch, José; Aron, Paul, eds. (2008). Dictionnaire de la Seconde Guerre Mondiale en Belgique. Brussels: André Versaille ed. p. 408. (ISBN 978-2-87495-001-8).
  8. (2008) Dictionnaire de la Seconde Guerre Mondiale en Belgique. Brussels : André Versaille éd.. 410 p. ISBN 978-2-87495-001-8. 
  9. Grosbois, Thierry (1998). Pierlot, 1930–1950. Brussels : Racine. 271–272 p. ISBN 2-87386-485-0. 
  10. (2002) La Belgique sous l'Occupation Allemande: 1940–1944, Rev., Brussels : Éd. Complexe. 141 p. ISBN 2-87027-940-X. 
  11. Ministerie van Justitie. Commissariaat-generaal van de gerechtelijke politie / Ministère de la Justice. Commissariat-général de la police judiciaire, [https://www.ehri-project.eu/project-overview European Holocaust Research Infrastructure
  12. (2008) Dictionnaire de la Seconde Guerre Mondiale en Belgique. Brussels : André Versaille éd.. 412–413 p. ISBN 978-2-87495-001-8. 
  13. Beke, Wouter (2005). De Ziel van eel Zuil: de Christelijke Volkspartij 1945–1968. Leuven : Catholic University of Leuven. 363 p. ISBN 90-5867-498-3. 
  14. Conway, Martin (2012). The Sorrows of Belgium: Liberation and Political Reconstruction, 1944–1947. Oxford : Oxford University Press. 19 p. ISBN 978-0-19-969434-1. 
  15. Laporte, Christian (10 a viz Eost 1994). "Un Oradour flamand à Meensel-Kiezegen". 
  16. Bunting, Madeleine (1995), The Model Occupation: The Channel Islands under German Rule, 1940–1945, London: Harper Collins Publisher, pp. 51, 316
  17. https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/rennes-18-juin-1940-le-debut-de-l-occupation-allemande-6872368#:~:text=Il%20y%20a%2080%20ans,dans%20quatre%20ann%C3%A9es%20d'occupation
  18. "Les Allemands ont ramené dans leurs fourgons les chefs du Parti national breton (PNB), dissous par la République en octobre 1939, qui avaient choisi de rejoindre Berlin lors de la déclaration de guerre et créé, en juin 1940, « un gouvernement breton » à Berlin."
  19. Ces nationalistes sont soutenus par une partie des responsables nazis (mais une partie seulement) et deviennent les plus extrémistes des collaborateurs. Au nom de la défense de la langue et de la culture bretonnes, ces militants nationalistes servent d’instruments à la pénétration de l’idéologie nazie dans certains milieux culturels et artistiques. Leurs cadres servent d’agents chargés d’infiltrer la Résistance au sein de laquelle ils ont fait des ravages. Le fossé « ne cesse donc de se creuser entre cette poignée d’activistes bretons et la population La Bretagne de l’Occupation à la Libération 1940-1945, Christian Bougeard, Presses universitaires de Rennes, 2014»
  20. Why did France lose to Germany in 1940?, Stéphanie Trouillard, France24, 16 a viz Mae 2020
  21. Mark Mazower: Dark Continent (p. 73), Penguin books, (ISBN 0-14-024159-0)
  22. Douglas Porch (2022). ""The Wisdom of a Great Leader"", Defeat and Division: France at War, 1939–1942, Armies of the Second World War. Cambridge University Press. 279–337 p. DOI:10.1017/9781107239098.007. ISBN 978-1-107-04746-4. 
  23. Jackson, J. (2003). France: The Dark Years, 1940–1944, Modern World Series. OUP Oxford. 194 p. ISBN 978-0-19-162288-5. 
  24. Millington, C. (2020). A History of Fascism in France: From the First World War to the National Front. Bloomsbury Academic. 123 p. ISBN 978-1-350-00654-6. 
  25. ["Berlière, Jean-Marc"] (2007-04-27). L'impossible pérennité de la police républicaine sous l'Occupation
    (fr)
    .
  26. 26,0 ha26,1 Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet Lloyd 2003 p.24
  27. Littlejohn, D. (1981). Foreign Legions of the Third Reich: Norway, Denmark, France. R.J. Bender. 170–172 p. 
  28. Lormier, D. (2013). La Résistance Pour les Nuls (in fr). edi8. 1-PT138 p. ISBN 978-2-7540-5365-5. 
  29. Muracciole, J.F. (2020). Histoire de la Résistance en France (in fr). Humensis. 19 p. ISBN 978-2-7154-0508-0. 
  30. Tiersky, R. (1974). French Communism, 1920–1972. Columbia University Press. 107 p. ISBN 978-0-231-51609-9. 
  31. Robert A. Saunders (2020). "Why Norden? Why now? A geopolitical foregrounding", Geopolitics, Northern Europe, and Nordic Noir: What Television Series Tell Us About World Politics. Routledge. ISBN 978-0429769603. 
  32. Statsminister Vilhelm Buhls Antisabotagetale 2 September 1942
    (da)
    . Aarhus University.
  33. Samarbejdspolitikken under besættelsen 1940–45
    (da)
    . Aarhus University.
  34. Frisch, Hartvig (1945). Danmark besat og befriet – Bind II. Forlaget Fremad. 390 p. 
  35. Rescue, Expulsion, and Collaboration: Denmark's Difficulties with It's World War II Past , Vilhjálmur Örn Vilhjálmsson and Bent Blüdnikow, Jewish Political Studies Review Vol. 18, No. 3/4 (Fall 2006), pp. 3–29 (27 pajenn) Embannet gant: Jerusalem Center for Public Affairs, retrieved 14 a viz C'hwevrer 2023
  36. Danmark og de jødiske flygtninge 1938–1945: Flygtningestop
    (da)
    . Dansk Institut for Internationale Studier.
  37. Weiss, Jakob (5 a viz Mae 2005). Anders Fogh siger undskyld
    (da)
    . Berlingske.
  38. Jørgensen, Hans (1998). Mennesker for kul. Forlaget Fremad. 23 p. ISBN 978-87-557-2201-9.