Kenkiz
Neuz
Ur genkiz zo un ti pe un eilti da hañviñ, alies bras ha brav. War an aod pe en ur gêr-zour emañ alies. Lod anezho a c'hall bezañ feurmet evit ar vakañsoù. Ar re savet e deroù an XXvet kantved zo bet rummet alies "glad ar savouriezh", "glad istorel" pe "glad dibar".
Skouerioù kenkizoù brudet :
- Kenkiz Sesini e kêr Aljer
- Kenkiz Tugendhat, e Brno, oberenn ar savour brudet Ludwig Mies van der Rohe (glad ar bed an UNESCO)
Kenkizoù brudet e Breizh :
- Villa Magdalen pe Ker Magdalen, lesanvet "ar Minared", e Benoded
- Villa Eugénie e Dinarzh
- ar c'henkizoù "Belle Époque" er Baol ha Pornizhan (villa Sigurd, villa Ker Souveraine, villa L'Orientale, Villa Ker Louisic...)
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kenkiz e Auckland.
-
Kenkizoù e Hardelot-Plage e Pas-de-Calais.
-
Kenkiz e 18vet arondismanant Pariz, luc'hskeudennet e 1977 ha distrujet bremañ.
-
Ar Villa Folchi e Roma.
-
Ar Villa Paradiso, e Nisa.