Kengradoù al Laterano
| Kengradoù al Laterano | |
|---|---|
a-raok ar sinadur | |
| Doare | Emglev daoudu |
| Abeg | Staliadur Keoded ar Vatikan en Italia |
| Sinadur | 11 a viz C'hwevrer 1929 |
| Lec'h | Palazzo de Laterano, Roma |
| Sevenidigezh | 7 a viz Mezheven 1929 |
| Kevrennoù | |
| Sinerien | |
| Yezh | Italianeg |
Kengradoù al Laterano (latin : Pacta Lateranensia ; italianeg : Patti Lateranensi) zo kengradoù etre Rouantelezh Italia edan ar roue Vittorio Emanuele III hag ar Pennmaodiern Benito Mussolini e-tal ar Sez Santel edan ar pab Pi XI, bet sinet e 1929 evit lakaat termen d'an Dalc'h Roman a oa e-pign abaoe 1849.
Dre an emglevioù ec'h anzaved Keoded ar Vatikan evel ur Stad dizalc'h edan beli ar Sez santel. A-du e savas Italia ivez evit reiñ d'an Iliz katolik roman un digoll kellidel evit koll Stadoù ar Pab[1].
E 1948 e voe lakaet ar c'hengradoù e Bonreizh Italia evit reoliañ an darempredoù etre ar Republik italian hag an Iliz katolik[2]. Ur Stad dizalc'h eo ar Vatikan hiziv c'hoazh, daoust d'an emglevioù bezañ bet kemmet e 1984 : n'emañ mui ar gatoligiezh ar relijion nemeti a zo anzavet en Italia.
Laterano eo anv ar palez e Roma ma voe sinet ar c'hengradoù d'an 11 a viz C'hwevrer 1929 ; d'ar 7 a viz Mezheven 1929 e voent peurwiriekaet gant Parlamant Italia.
Elfennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tri (3) feur-emglev a weler peurliesañ e Kengradoù al Laterano : unan kompezañ, 27 mellad ennañ ; unan kellidel, 3 mellad ennañ ; ur c'hevuniad, 45 mellad ennañ.
Ar Vatikan avat a ginnig ar c'hengrad kellidel evel ur stagadenn d'an hini kompezañ ; daou gengrad hepken zo hervezañ neuze, aozet evel displeget amañ dindan[3].
1. Ur c'hengrad politikel : anzavet eo ar Sez Santel evel rener Stad Keoded ar Vatikan.
- Stagadenn 1 : kartenn tiriad Stad Keoded ar Vatikan
- Stagadenn 2 : kartennoù ar savadurioù perc'hennet gant Stad Keoded ar Vatikan en Italia, a zo lakaet e-maez al lezennoù italian, ha na c'haller na diberc'hennañ na tellañ.
- Stagadenn 3 : kartennoù ar savadurioù perc'hennet gant Stad Keoded ar Vatikan en Italia, na c'haller na diberc'hennañ na tellañ met a chom dindan lezennoù Italia.
- Stagadenn 4 : emglev kellidel o lakaat termen da glemmoù ar Sez Santel a-c'houde kemeridigezh Roma e 1870, pa lakaas Italia he beli war Stadoù ar Pab.
2. Ur c'hevuniad da reoliañ an darempredoù etre ar Republik italian hag an Iliz katolik.
Darn hepken eus an arc'hantañ foran d'an Iliz katolik en Italia zo bet termenet gant Kengradoù al Laterano.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe unvanet Italia e 1871 goude luskad ar Risorgimento ("Adsav") e stourmas Stadoù ar Pab edan ar pab Pi IX a-enep bezañ lakaet er Stad italian nevez, daoust d'an darn vuiañ eus ar broioù italian sevel a-du gant bezañ unvanet. P'edo Rouantelezh Italia war sevel ec'h aloubas Romagna, a oa reter Stadoù ar Pab, a voe neuze krennet da Latium hepken, da lavaret eo bro Roma. Ar rann diwezhañ-se, kêr Roma e-barzh, a voe aloubet e 1870 ha staget ivez ouzh ar rouantelezh nevez[4]. E-pad 60 vloaz neuze e chomas trenk an darempredoù etre gouarnamant Italia hag an Iliz katolik, ar pezh a voe anvet « an Dalc'h Roman ».
E 1871 ec'h embannas Italia ul lezenn anvet "Lezenn ar gwarantoù a-fet an Tad santel ar Pab hag ar Sez Santel, hag a-fet darempredoù ar Stad gant an Iliz" (Legge delle guarentigie sulle prerogative del Sommo Pontefice e della Santa Sede, e sulle relazioni dello Stato con la Chiesa hag a ginnige d'ar pab Pi IX ha d'e warlerc'hidi ar gwir da implijout palez ar Vatikan ha palez al Laterano – hep beli warno evelato ; ul leve a 3 250 000 lira[5] a vefe deroet dezho bep bloaz[6]. Nac'h a reas ar pab, war zigarez ma oa ret d'e veli speredel bezañ dizalc'h diouzh pep galloud politikel ; dre-se en em lakaas pep pab da "brizoniad er Vatikan". Gant Kengradoù al Laterano e voe diluziet ar gudenn-se.
E 1926 e voe boulc'het ar breutadegoù e Roma gant ar Sez Santel ha gouarnamant faskour Benito Mussolini. Goude tri bloavezh e voe sinet ar C'hengradoù d'an 11 a viz C'hwevrer 1929 gant Mussolini en anv ar roue Vittorio Emanuele III, ha gant ar c'hardinal Pietro Gasparri en anv ar pab Pi XI[7], ha kadarnaet d'ar 7 a viz Mezheven kentañ.
Divizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E rann bolitikel ar C'hengradoù e oa krouet Stad Keoded ar Vatikan, renet en doare klok ha dizalc'h gant ar Sez Santel a c'hratae chom neptu en darempredoù etrebroadel ha chom hep kemer perzh e nep breutadeg nemet e vije goulennet digantañ ober, gant asant an holl gevrennoù a vije en tabut. Neoazh, hervez mellad kentañ ar C'hengrad e kadarnae Italia e chome ar gatoligiezh ar relijion nemeti en Italia, evel skrivet e mellad 1 ar Vonreizh 1848[8].
Ar stagadenn 4, an emglev kellidel, a voe degemeret evel termen d'an holl glemmoù a-berzh ar Sez Santel a-enep Italia, met izeloc'h eget ar pezh a oa bet kinniget e 1871 e voe an digoll.
War-lerc'h ar sinadur e lakaas Benito Mussolini sevel unan eus brudetañ straedoù Roma, ar Via della Conciliazione ("Straed ar C'hompezañ") etre Castel Sant'Angelo ha Piazza Pio XII, da lavarout eo etre kreiz kêr Roma hag ar Vatikan.
Goude 1946
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Eil Brezel-Bed ha diskar Rouantelezh Italia e 1946 e voe savet ur Vonreizh nevez da Italia, a embannas e oa reoliet an darempredoù etre ar Stad hag an Iliz katolik gant Kengradoù al Laterano.
D'an 16 a viz C'hwevrer 1984 e voe kemmet ar Vonreizh, p'en em glevas an div gevrenn evit ma ne vefe mui ar gatoligiezh ar relijion nemeti en Italia[9].
Da get ec'h eas al leve a oa bet deroet d'ar Sez Santel, met 0,8% (Otto per mille) eus korvoder bloaziek pep tiegezh italian a voe roet d'ur strollad relijiel anzavet gant Italia pe d'ur c'hef stadel evit sikour an dud ; evit tapout an arc'hant-se e rank pep relijion sevel a-du gant ar raktres stadel, sinañ ur baperenn asambles gant ar Pennmaodiern, hag ar baperenn-se a rank bezañ degemeret gant Parlamant Italia[10]. C'hwezek (16) strollad relijion a oa arc'hantaet en Italia dre ar reizhiad-se e 2023, met Testoù Jehovah hag an Islam n'o deus ket gwir da gaout arc'hant[11] : ar re gentañ o deus savet klemm ouzh Lez-varn europat gwirioù mab-den peogwir ez eo chomet o goulenn e-pign e burevioù ar Stad italian, hag an eil re n'int ket deuet a-benn d'en em glevout kenetrezo a-fet sevel ur strollad unvan a c'hellje sinañ ar baperenn rekis[10].
Ar c'hevuniad a voe kemmet ivez evit a sell ouzh anzavout an dimezioù graet gant an Iliz hag ar re a vez torret ganti. A-hend-all, nullet eo kement marc'hegelezh ha titloù nobl a zo bet deroet gant ar Sez Santel.
Nullet ivez eo bet gwir ar Stad italian da c'houlenn enorioù relijiel evit an dud a vez dibabet evit kefridioù relijiel en anv ar Stad pe lez ar roue.
Nullet c'hoazh gwir ar Stad da sevel en un doare politiket a-enep anvidigezh an eskibien.
E 2008 e voe embannet ne zegemerfe mui ar Vatikan an holl lezennoù italian hep difronkañ, kement-se a-c'houde tabutoù diwar-benn ar "gwir da vevañ" da heul an afer Eluana Englaro : ar vaouez-se a oa e koma abaoe 1992, hag e 2008 ec'h aotreas lez-varn Milano ma vefe lezet da vervel[12].
Torridigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1938 e voe embannet gant ar Stad faskour lezennoù gouennelour ; unan anezho a verze an dimeziñ etre Yuzevien ha nann-Yuzevien, tud kristen katolik en o zouez. Kement-se a dorre ar C'hevuniad, hervez ar Vatikan, rak gantañ hepken edo ar gwir da reoliañ an dimezioù pa oa katolik unan da neubeutañ eus ar priedoù[13]. Evit gwir, mellad 34 ar skrid a lavare e vije atav asantet gant ar Stad italian da zimezioù skoulmet gant an Iliz katolik, hag hervez ar Sez Santez e talveze evit an holl zimezioù hep sellet ouzh relijion an dud nevez[14].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) David I. Kertzer : Prisoner of the Vatican – The Popes' secret plot to capture Rome from the new Italian State, Boston, Houghton Mifflin Harcourt, 2004 (ISBN 978-0-618-22442-5)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) John P. McKay & al. : A History of Western Society, 10vet emb. ; Boston : Bedford/St. Martin's, 2010, p. 900 (ISBN 978-0-312-64058-3).
- ↑ (it) [Costituzione della Repubblica italiana, art. 7].
- ↑ (it) Trattato fra la Santa Sede e l’Italia sottoscritto l'11 febbraio 1929.
- ↑ (en) Palazzo Pitti.
- ↑ Moneiz Italia e oa al lira adalek 1861 betek donedigezn an euro e 2002.
- ↑ (it) Gazetta ufficiale de la republica italiana.
- ↑ Kertzer, 2004, p. 292.
- ↑ (fr) Constitution du royaume de Sardaigne, puis du royaume d'Italie – Statut albertin - 1848.
- ↑ (fr) L'Accord du 16 février 1984 entre l'Italie et le Saint Siège.
- ↑ 10,0 ha 10,1 (en) [https://bitterwinter.org/otto-per-mille-the-catholic-church-vs-the-italian-government-on-religious-tax/ “Otto per Mille”: The Catholic Church vs the Italian Government on Religious Tax.
- ↑ (en) 2023 Report on International Religious Freedom: Italy.
- ↑ (en) Reuters, 31 Kzu 2008.
- ↑ (en) Susan Zuccotti : Under His Very Windows: The Vatican and the Holocaust in Italy', New Haven, Yale University Press, 2002, p.37 (ISBN 978-0-300-09310-0)
- ↑ Zuccotti, 2002, p. 48.
