Kenfinamant (mezegiezh)
Ur c'henfinamant [1] pe kenfinadur[2], a vez graet eus ur strategiezh a-benn digreskiñ ar riskloù yec'hedel hag a redi, dindan riskl pinijennoù arc'hantel pe lezennel, ur boblañs da chom er gêr pe en ul lec'h resis. Ar c'henfinadur mezegel a vez implijet a-wechoù a-benn talañ pandemiezh ur c'hleñved-red (dreist-holl ar c'hleñvedoù-red o tasoc'hiñ) evit herzel al liammoù korfel etre an dud ha talañ ouzh red ur c'hontammadur.
E-kerzh bedreuziad COVID-19, an droienn a oa bet implijet kenañ evit ober anv eus an holl diarbennoù yec'hederezh ha pellder korfel, lesanvet « harzel », displeget evel bezañ dizalc'h diouzh mennad ar c'henfinamant, hag a oa bet diellfennet en un doare etrebroadel, broadel ha lec'hel hag en holl tiriadoù a oa bet tizhet gant an enkadenn yec'hedel.
E fin ur mare kenfiniadur e vez mare an digenfiniadur, un droienn nevez a oa bet krouet d'ar mare-se.