Mont d’an endalc’had

Keleier sinema

Eus Wikipedia
keleier sinema
doare film
Iskevrennad euskeleier, non-fiction film, Film berr Kemmañ

Keleier sinema a oa ur stumm diellfilm berr, keleier, hag a oa bet eus ar bloavezhioù 1910 betek kreiz ar bloavezhioù 1970. Skignet e veze keleier er sinema, evit titouriñ an dud, dudiañ hag a-wechoù evel doare propaganda evit milionoù a arvesterien. Ar c'heleier sinema a veze skignet an aliesañ a-raok ma vije skignet ar film hir. Bez e oa sinemaioù hag a oa reoù keleier sinema nemetken e kêrioù bras er bloavezhioù 1930 ha 1940[1], hag ar salioù sinema bras o devoa a-wechoù ur sal vihan da skignañ keleier nemetken a-hed an deiz.

E fin ar bloavezhioù 1960 ar c'heleier er skinwel a oa bet o kemer lec'h ar c'heleier er sinema. Ar c'heleier sinema a zo gwelet hiziv-an-deiz evel restroù istorel dedennus, rak un doare eo da welet an darvoudoù istorel pe sevenadurel pouezusañ gant ar skeudenn hag ar son.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]