Kelc'hiad kelligel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eus ar gellig vamm d'an div gellig verc'h

Ar c'helc'hiad kelligel eo an heuliad darvoudoù a c'hoarvez en ur gellig hag a gas d'he rannadur e div gellig. Er c'helligoù eukariotek ez eus daou brantad oc'h ober ar c'helc'hiad : an interfazenn hag ar mitoz. E-pad an interfazenn e kresk ar gellig, stokañ nutriantoù evit bastañ d'hec'h ezhommoù e-kerzh ar mitoz hag adskoueriañ he TDN. E-pad ar mitoz e rann ar gellig vamm e div gellig verc'h.