Mont d’an endalc’had

Kelc'h levezon

Eus Wikipedia
Tresadenn-fent kazetenn eus 1912 o lakaat war wel levezon ar Stadoù-Unanet en Amerika Latin da-heul Doktrin Monroe .

En darempredoù etrebroadel, implijet e vez meizad ar c'helc'h levezon, da gaozeal eus un takad pe ur rannvro levezonet gant ur Stad pe un aozadur war an tachennoù sevenadurel, armerzhel, milourel pe politikel.

Alies e vez lakaet war wel gant emglevioù ofisiel pe kefridioù kannadourel etre an hini levezonet hag an hini levezonet. Met gallout a ra an tiriadoù ivez bezañ levezonet dre ar soft power. Un emglev ofisiel etre div stad ne dalv ket ez eus unan e-barzh kelc'h levezon eben : dizingal e rank bezañ an darempred.

Ar c'helc'h levezon a c'hell kaout stadoù emren a-walc'h war meur a dachenn, met ivez stadoù suj pe trevadennoù de facto. Da skouer, kelc'h levezon an Unaniezh Soviedel, da lâret eo "Blok ar Reter" e-pad ar Brezel Yen, a veze kavet ennañ renadoù merc'hodenn e-giz Bro-Pologn met ivez stadoù sikouret gant an URSS gant un emrenerezh bras en o folitikerezh diabarzh e-giz Bro-Aljeria.

Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar meizad-se ha diforc'het liveoù levezon disheñvel etre ar galloudoù meur, ar galloudoù bras, ha/pe ar galloudoù krenn.

A-raok ma vefe staliet darempredoù etrebroadel ar bed a-vremañ e veze staliet alies ur sujidigezh dieeun war stadoù 'zo. Bet e oa eus ar sujidigezh-se en Europa e-pad ar Grennamzer uhelañ, met ivez meuriadoù kantreat Azia pe Impalaeriezh Sina : graet e veze stadoù truajel eus outo. Diaes e oa ren war-eeun gant araokadennoù ar mare, setu perak e oa aesoc'h da rouantelezhioù meur leusker ar reoù gant nebeutoc'h a c'halloud un tamm dizalc'hiezh en eskemm ouzh un truaj. [1]

E-keit ma oa bet savet impalaeriezhioù gant ar Stadoù-broad europat er peurrest eus ar bed, ar sujidigezh war-eeun a deuas da vezañ an hini pennañ. Met tamm-ha-tamm e teuas diaes a-walc'h da zerc'hel ur c'hontrol eeun war trevadennoù pell, hag adalek 1776 e teuas ar c'helc'h levezon da vezañ un doare nevez da ren hep aloubiñ.

Meur a dachenn eus ar bed a zo staget ouzh ul levezon sevenadurel hêrezhet diwar ur c'helc'h levezon istorel, zoken ma n'emaint ket dindan kontroll politikel ken. Skouerioù zo evel an Anglosferenn hag ar C'hommonwealth, Amerika Latin pe Frañsafrika.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'helc'h levezon kentañ a voe termenet gant an "Doktrin Monroe", a voe ijinet ha lakaet e pleustr dindan ar prezidant norzhamerikan James Monroe. Embann a reas e vije enebet gant ar Stadoù-Unanet ouzh kement galloud europat a grogje ur brezel aloubiñ er Bed Nevez. En ur mod-all, dont a reas adalek ar mare-se Amerika a-bezh da vezañ e kelc'h levezon Washington.

Diwezhatoc'h en XIXvet kantved a voe savet kelc'hioù levezon e broioù na oant ket aloubet eeun gant an Europeaned er peurrest eus ar bed : Breizh-Veur ha Bro-C'hall a oa emglevet e 1904 evit rannañ Impalaeriezh Siam etrezo. An daou du a nac'has e-giz-se ar soñj da aloubiñ ul lodenn eus Siam. Ar Rusianed hag ar Saozon a emglevas er memes mod evit Persia, ha kavout a reer skouerioù all en Impalaeriezhoù Ottoman ha Sinaat.

Kelc'hioù levezon en impalaeriezh sinaat e penn-kentañ an XXvet kantved

Eil Brezel-bed (1939–1945)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kelc'hioù levezon Bro-Alamagn hag Impalaeriezh Japan e diskar-amzer 1942

Adalek deroù an XXvet kantved e savas Impalaeriezh Japan he c'helc'h levezon dezhi en Azia, oc'h aloubiñ Formoz (Taiwan), Korea, ha lodennoù eus Sina. Kregiñ a reas an Eil Brezel-bed en Azia pa glaskas Japaniz aloubiñ tiriadoù brasoc'h e Sina. E 1942, pa oa an impalaeriezh e barr he galloud en em astenne kelc'h levezon Bro Japan e ledenez Indez-Sina, Singapore, ar Filipinez, Indonezia ha lodennoù bras eus ar Meurvor Habask.

Er memes mare ma oa bet rannet Europa ar Reter etre kelc'hioù levezon ar renadoù nazi ha soviedel da heul an Emglev Molotov-Ribbentrop sinet e 1939 : lakaet e voe Finland, Estonia ha Latvia e kelc'h levezon soviedel ha Lituania en hini Bro-Alamagn. Pologn a voe rannet etrezo.

Adalek 1941 hag argadenn Alamagn war an Unaniezh Soviedel e cheñchas kempouez ar galloudoù : ar C'halloudoù Kevredet hag an Unaniezh Soviedel a emglevas evit distruj ar renad nazi. E kuzuliadeg Tehran ha Yalta e voe adstummet ar bed gant e dachenn levezon da bep hini en Europa hag en Azia.

Brezel Yen (1947–1991)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brasañ levezon ar Soviediz, goude Dispac'h Kuba met a-raok an Disrann Sino-Soviedel

Gant ar Brezel Yen e teuas da vezañ splann aozadur ar bed tro-dro kelc'hioù levezon. Ar Stadoù baltek, Kreiz Europa, broioù zo eus Europa ar Reter, Kuba, Laos, Viêt Nam, Norzh-Korea, ha Sina (betek an disrann etre Sina hag an Unaniezh Soviedel) a voe staget ouzh an dachenn levezon soviedel.

E-keit-se e oa e kelc'h levezon ar Stadoù-Unanet Europa ar C'hornôg, Okeania, Japan, Vietnam ar Su ha Korea ar Su en o zouez. 

Koulskoude e oa emren broioù 'zo e-barzh kelc'hioù levezon ar penngalloudoù-se. Da skouer, Bro-C'hall a dec'has kuit eus emglev milourel Aozadur Feur-emglev an Norzh-Atlantel (OTAN). Kuba, evel ur skouer all, a gemere alies savboentoù ha divizoù a lakae diaes e zarempredoù gant an URSS, o kas sikour d'an emsavadegoù en Amerika Latin hag en Afrika. Ur c'helc'h levezon a c'helled kavout e-barzh unan all : Bro-C'hall he devoa savet he c'helc'h levezon goude didrevadenniñ Afrika, a veze graet ar Frañsafrika eus outi. Setu perak e chom ur meizad e-touez reoù all da ziforc'hañ diouzh un Impalaeriezh anfurmel.

Gant dibenn ar Brezel Yen e freuzas Bloc'h ar Reter, ar pezh a lakaas fin d'ar c'helc'h levezon soviedel. E 1991 e paouezas an Unaniezh Soviedel da vezañ : kemeret e voe he lec'h gant Kevread Rusia ha Stadoù dizalc'h.

Goude diskar an Unaniezh Soviedel e voe staliet ar C'hevredad Stadoù Dizalc'h gant broioù deuet da vezañ dizalc'h e 1991. Alies int anavezet evel ar c'helc'h levezon rusian a-vremañ ; met oberezhioù diavaez Moskou en Afrika a c'hell bezañ kemeret e kont ivez.

E 2009 e oa bet disklêriet gant Rusia e felle da Unaniezh Europa kaout ur c'helc'h levezon. Un nebeud tud a welas an astenn war-zu ar Reter (gant astenn an unvaniezh e Roumania ha Bulgaria) e-giz un impalaerouriezh europat pe amerikan.

Hent nevez ar Seiz a zo gwelet ivez evel ur strategiezh sinaat da ledanaat o c'helc'h levezon.

Embregerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'helc'h levezon a c'heller implij ivez e bed un embregerezh, un aozadur pe ur strollad a c'hell diskouez e c'halloud hag e levezon e divizoù embregerezhioù, aozadurioù pe strolladoù all. Gant kresk ar galloudoù armerzhel en XXIvet kantved e vez tamm ha tamm ur sujed da geñver pouez embregerezhioù 'zo e politikerezh diabarzh broioù 'zo, oc'h arc'hantaouiñ ur strollad e dilennadegoù pe o prenañ mediaoù evit bountañ o mennozhioù.

Skouerioù kelc'hioù levezon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "America's Backyard" — tachennoù levezon ar Stadoù-Unanet war ar c'hevandir amerikan
  • Anglosferenn — bed saoznek
  • Arabsphere — bed arab
  • Sinosferenn — sevenadurioù levezonet gant Sina a-gozh
  • Bed rusian
  • Eurosferenn — takad gant levezon Unaniezh Europa
  • Frankosferenn — bed gallek
  • Germanosferenn — Bed alamanek
  • Sferenn Kenverzh Azia ar Reter Bras — levezon impalaerel Impalaeriezh Japan
  • Hispanosphere — Bed spagnolek
  • Indosferenn — takad gant levezon yezhel ha sevenadurel India (India Vras)
  • Islamosferenn — ar bed muzulman
  • Persophere — sevenadurioù levezonet gant Iran a-gozh
  • Slavisferenn — Levezon ar Slaved
  • Bloc'h ar Reter — levezon impalaerel an Unaniezh Soviedel

Skouerioù en istor ha bremañ eus emgannoù etre daou gelc'h levezon :

  • Ar C'hoari Meur
  • Geostrategiezh e Kreiz Azia

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Geopolitikerezh
  • Dedenn broadel
  • Kempouez ar galloud en darempredoù etrebroadel
  • Mandat ar Seizh Menez
  • Sprachbund
  • Feur-emglev dizingal
  • Impalaeriezh anfurmel
  • Rideoz houarn
  1. Hevia, James L. (12 January 2016). "Tributary systems", The Encyclopedia of Empire, First, John Wiley & Sons. DOI:10.1002/9781118455074.wbeoe062. ISBN 9781118455074.