Mont d’an endalc’had

Keidennadur

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Keidennadur ar gevredigezh a zo un deorienn bet savet gant ar sokiolour Henri Mendras etre ar bloavezhioù 1965 ha 1984 en e levr "La seconde révolution francaise". An deorienn-se a lak war wel ur c'hemm eus framm ar gevredigezh da vare fin an XXvet kantved e Frañs. Merzet e vez a-hed an 30 glorieuses un homogenekadur eus ar gevredigezh (tostoc'h-tostañ eo an hiniennoù etrezo en ur sell sokiologel), un emdroadur eus ar framm sokio-micherel, hag ur renkad sokial etre brasoc'h-brasañ.

Ur chema diwar stumm ur c'hornigell a zo bet ijinet gant Mendras evit skeudenniñ ar framm sokial nevez-se :

Faktorioù pennañ ar c'heidennadur a zo:

  • Kresk ar bevezadur a-vern (industrializadur)
  • Kresk ar c'horvoderioù
  • Demokrateladur ar skol (kresk feur skoliata, bachelouriezh gant un niver bras...)
  • Digresk an dizingalderioù ekonomikel ha sokial (memes pleustroù sokial)
  • Tredeladur ar gevredigezh (kresk an niver a dud en 3de gennad, memes statud sokio-micherel...)

Stummadur ur renkad etre ledannoc'h-ledannañ a zegas un digresk eus ar santimant pe emskiant aparchantiñ, ar pezh a lak da greskiñ neuze an hiniennelouriezh en hor gevredigezh.