Keginerezh Stadoù-Unanet Amerika
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Keginerezh Stadoù-Unanet Amerika eo ar boued, meuzioù, rekipeoù, produioù keginet ha debret e Stadoù-Unanet Amerika, ur vro hag he deus disachet kalz enbroidi en he istor, hag o boazioù da zebriñ ganto. Levezonet eo bet dreist-holl avat gant ar boued saoz, alaman, nederlandat hag iwerzhonat.
Ar predoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lein Stadunaniz, graet breakfast anezhi ganto, zo ur stumm all eus lein Breizh-Veur : vi war ar plad pe mezet, kig-sall pe silzig, gant galetezennoù avaloù-douar melenet a-wechoù. Boued sukret a c'hall bezañ ivez : krampouezh ("pancakes"), galfrez, bara-dostel, an tri anezho gant siros skav-gwrac'h skuilhet warno.
Merenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pell ne voe merenn nemet ur c'hortozenn e SUA, pa oa lein ar pred ret evit boulc'hañ an devezh labour ha koan ur pred kemeret abred awalc'h. Simpl ha buan eo chomet merenn, kemeret er burev alies kenañ pe en ur c'hafeteria bennak nepell alese. Debret e vez sandwichoù, soubennoù, saladennoù ha hot-dogoù, boued prest da vezañ debret pe aes da adtommañ a-raok distreiñ d'e/he labour.
Koan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koan, anvet dinner gant Stadunaniz, ha supper e rannvroioù zo, eo pred pennañ an devezh kemeret gant ar familh bodet er gegin, e-lec'h m'az eus diere enni alies, pe en ur sal nes e-lec'h m'emañ an daol-bred.
An holl voued a vez servijet en ur wechad. A bep seurt meuzioù pe dost a c'hall bezañ servijet : ur geusteurenn, ur soubenn, kig rostet, ur gokellennad, pesked, toazennoù , pe un frinkadenn heñvel ouzh re ar Reter-pellañ zoken.
Ar meuzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kig-yar fritet (fried chicken) : meuz ar sklaved hag ar re baour eus Su ar vro.
- regezer mod Teksas : brudet eo stad Teksas evit he sevel chatal hag ar c'how-boys.
- kostezennoù moc'h (baby back ribs) : evit rezeger an hañv, debret dreist-holl e-pad gouel Deiz an dizalc'hiezh
- turducken : ur meuz levezonet gant keginerezh Louiziana ha Haiti e-pad an amzer drevadennel.
Boued-mor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- eog mogedet (smoked salmon) : o doareoù da vogediñ o c'higoù hag o fesked o doa an Amerindianed. Bremañ e vez c'hoazh debret eog mogedet er brunch pe da lein. E New York, m'eo muioc'h anavezet dindan e anv yiddish lox, e vez debret da lein gant ur bagel.
- istr Virginia
- grilhed-dour Louiziana
Sandwichoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- club sandwich
- hamburger
- hot-dog
- pork tenderloin sandwich
Edeier ha riz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- jambalaya, ur meuz eus Orleañs-Nevez 200 vloaz kozh
- pizza Chicago (Chicago-style pizza pe deep-dish pizza), ijinet e 1943 e Chicago, servijet en ur plad don. Emeur etre an dartezenn hag ar pizza, gant hilienn domatez en nec'h ha keuz en traoñ.
Soubennoù ha keusteurennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- gombo, ur geusteurenn eus Louiziana
- soubenn sitrouilhez (pumpkin soup) : ur soubenn servijet alies da Thanksgiving ha Halloween
- Cioppino, ur geusteurenn pesked ha boued-mor debret evel ur soubenn, ijinet gant pesketaerien genovat eus San Francisco
Saladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- saladenn Caesar (Caesar salad)
- saladenn Waldorf, ijinet e New York e 1893
- kaolslaw (coleslaw) : saladenn gaol ijinet gant trevadennerien holandat New York
Hiliennoù, temzoù-boued ha toazoù da ledañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- amann arachid
- kaotigell lus-gwern (cranberry sauce pe cranberry jam), un gaotigell rizhet eus koan Thanksgiving, servijet gant ar yar-indez rostet
- sezv melen (yellow mustard), ur sezv dous-kenañ, melen splann e liv abalamour d'ar c'hurkuma e-barzh. Mel a vez ouzhpennet a-wechoù.
- tabasco : un merk kozh hilienn chili krouet e 1868 e Louiziana. Implijet e vez er vro a-bezh hiziv, da lein gant vioù mezet[1].
- hilienn Ranch, krouet tro-dro 1954
- siros skav-gwrac'h
Baraoù ha viennerezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- bagel, ar varaennig-se a voe degaset da New York gant ar Yuzevien achkenaz, ha bremañ e vez debret, da lein dreist-holl, er vro a-bezh.
- ar bretzel, deuet gant an enbroidi alaman
- muffin, eus Bro-Gembre
- pancake, deuet eus Alamagn, Bro-Saoz hag an Izelvroioù
Keuzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- cottage cheese
- Philadelphia cream cheese : merk kenwerzhel cream cheese
Gwinoù ha diedoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Coca-Cola eo an died stadunanat ar muiañ anavezet moarvat, ken eo deuet da vezañ unan eus arouezioù ar vro. An died ar muiañ gwerzhet er bed eo. Kalz sodaoù all a zo boaz ar Stadunaniz da evañ, evel Sprite, Fanta, Pepsi Cola hag all.
Gwin a vez produet e Kalifornia. Plantet e voe ar winienn gentañ gant ur manac'h spagnol tro 1779. Anavezet eo ar rom er Stadoù-Unanet abaoe ar XVIIvet kantved. Stadunaniz a vez entanet o veskañ diedoù a bep seurt evit ober kokteloù, evel al Long Island Iced Tea graet gant alkooloù a-bep-seurt ha Coca-Cola. Sistr ha bier a vez produet ivez, ar Budweiser eo ar bier brudetañ met kalz mikrobreserezhioù a zo ivez. Jack Daniel's eo ar wiski amerikan brudetañ.
Gwestell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- brownie (brownie with walnuts)
- tartezenn sitroñs (lemon pie)
- tartezenn sitrouilhez (pumpkin pie)
- tartezenn avaloù enporzhiet gant an Hollandiz hag ar Saozon
- tartezenn kraoñ-pekan (pecan pie)
- cheesecake, ur wastell graet gant cream chesse, ral a wech gant dienn trenk.
Dibennoù-pred all ha gwispid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- bignez eus Orleañs-Nevez
- churros e mervent ar vro, o tont eus rekipeoù Spagn-Nevez
- cookie (chocolate chip cookie)
- ar sundae, ijinet er bloavezhioù 1890.