Kef-Kef Band

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

E-giz buzhug eo deuet er maez eus an douar kanerien Kef Kef Band da reiñ aer fresk d'ar sonerezh ha d'ar c'hoariva brezhonek. E fin ar bloavezh 2006 o deus kroget da zifoupañ un nebeut komzoù e penn teñvalañ o speredoù, un nebeut tonioù eus penn pellañ o eñvorennoù, tremenet ha da zont. Hag abaoe e kendalc'hont, ken fristailh ha ken dichipot atav, leun a fent, a garantez, hag a ijin. Un abadenn 'zo en em gavet war an tamm douar patatez-mañ, gant ur briñsez, ur c'hañval, ur garotezenn, pemp dragibus hag ur vuzhugenn evel-just, etre daou samourai. Kantreal a reont, etre Kan ar Bobl a-zehou, Taol Kurun a-gleiz, hag e kendalc'hont da vont 'tav, e-giz Moumou, o c'hañval muiañ karet e gouelec'h ar sonerezh hag al levenez...

Piv ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

6 studier, bet e Diwan betek ar vachelouriezh, kroget enno c'hoant kanañ. 5 int war al leurenn, da lezel vakañsoù d'ar 6vet !

Petra ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un abadenn un hanter eurvezh, gant kanaouennoù ha c'hoariva. Fent ha plijadur war ha dirak al leurenn.

Pelec'h ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sikour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fanny Chauffin (formation éducation animation)
  • Farid Bouzenad (leurennier)

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]