Kebab
| Iskevrennad eus | meuz |
|---|---|
| Rann eus | Middle Eastern cuisine |
| Danvez implijet | kig, Pita |
| Hashtag | kebab |
| Course | main course |
Ar ger kebab a ra dave da veuzioù liesseurt, fardet gant kig grilhet, hag a zeu eus kalz broioù eus ar Reter-Nesañ, bet e-barzh an impalaerezhioù otoman ha pers (India an Norzh en o zouez)[1],[2],[3],[4].
E brezhoneg, galleg ha yezhoù all c'hoazh, aroueziñ a reer gant ar ger ar sandwich gwarniset gant kig grilhet ouzh ar ber. Döner kebab zo ur ger all, turkek anezhañ, evit envel anezhañ. En Europa e voe brudet da gentañ e Berlin, en Alamagn, er bloavezhioù 1970.
Gerdarzh an anv, hag anvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger kebab eus an arabeg کَبَاب kabāb[5] hag an turkeg kebap[6], deuet o-daou eus ar ger persek kabāb. Talvezout a ra kement ha « grilhadenn gig ». Kabob a vez skrivet e saozneg SUA, kebob zo ur stumm all, ha gant kabab e reer e kachmireg.
Kevatalioù a zo d'ar ger kebab : chawarma (hag e adstummoù) er Reter-Kreiz, ha gyros pita e Gres, ar ger-mañ a ra dave d'ur sandwich graet gant kig-moc'h alies.
Aozad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kebab zo kig didroc'het servijet gant legumaj ha gwarnisadurioù all a bep seurt hervez ar rekipe heuliet. Poazhet e vez ar c'hig ouzh ar ber, a-zerc'h a-us d'an tan alies. Kebaboù zo a c'hall bezañ fritet en ur baelon, pe aozet evel ur geusteurenn evel an tas kebab. Ar c'hig boas evit ar c'hebab eo ar c'hig-dañvad, met rekipeoù lec'hel a c'hall ober gant kig bevin, kig-gavr, kig-yar, pesked, pe kig-moc'h zoken (hervez ar berzioù relijiel).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Benjamin Baudis (2018). Kebab, Question Döner (in fr). Paris : Orients. 215 p.
- ↑ Clifford A. Wright (1999). A Mediterranean Feast (in en). New York : William Morrow. .
- ↑ Arthur L. Meyer, Jon M. Vann (2003). The Appetizer Atlas:A World of Small Bites (in saozneg). John Wiley and Sons. .
- ↑ Tarla Dalal (2007). Punjabi Khana. Sanjay & Co. .
- ↑ (fr) Gerdarzh ar ger « kebab »
- ↑ Encyclopedia of Jewish Food, HMH, 2010-11-17, (ISBN 978-0-544-18631-6)