Kazh-mor (bronneg)

Eus Wikipedia
Kazh-mor


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lontra
Anv skiantel
Lontra felina
Molina, 1782
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Adwel 1976
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hazh-mor (Lontra felina) a zo ur c'hi-dour mor eus Suamerika. Er c'hontrol da izili arall e c'henad eo ral e gavout en dour dous.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anevaled bihan eo ar c'hizhier-mor. Muzuliañ a reont 100 cm ha pouezañ war-dro 4,5 kg. Gell-du eo kreoñ e gein tra m'eo sklaeroc'h hini e gof ha kaletoc'h eo eget hini ar c'hon-dour mor. Palvezek eo e bavioù ha berr e lost.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer ar c'hizhier-mor war aodoù mervent Amerika ar Su, eus su Perou betek Strizh-mor Magalhaes. Un nebeud pennoù a voe gwelet war aodoù an Inizi Maloù. Bevañ a reont war aodoù roc'hellek bezhinek. Er c'hontrol d'ar c'hon-dour arall a blij gwelloc'h an doureier sioul dezho, e choazont rannvroioù gant avelioù ha redoù kreñv. Pell eus an traezhioù e chomont hag un douarenn ha na c'heller ket mont enni e-pad ar chal eo a vez dibabet ganto.

Pesked, kranked ha chevr a zebront dreist-holl.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En o-unan pe e strolladoù bihan e vev ar c'hizhier-mor. Diaes-tre eo gwelout anezho en natur. C'hoarvezout a ra e stourmfe ar pared an eil ouzh egile met pesketa asambles a c'hellont ober. Anevaled deiz int.

Liesparezed e c'hell bezañ ar c'hizhier-mor. En em barañ a reont e miz Kerzu pe Genver ha genel a reont etre daou ha pemp kolen goude un dougen 60-70 devezh. Ar c'helin a chom gant o mamm e-pad 10 miz.

Gwarez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral eo ar c'hizhier-mor ha gwarezet int gant lezennoù e Chile, Perou hag Arc'hantina. Hemolc'het e vezent gwechall evit o c'hreoñ ha peogwir e oant e kevezerezh gant ar besketaerien. Diouennet int bet en Arc'hantina hag en Inizi Maloù. Ur gudenn eo ar brigierezh c'hoazh.

N'anavezer ket pet kazh-mor a chom hiriv an deiz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hazh-mor war Animal Diversity Web