Mont d’an endalc’had

Katoligiezh e Breizh

Eus Wikipedia
Kakemono divyezhek en iliz Itron-Varia Sant-Tegoneg (Bro-Leon).

Ar gatoligiezh eo ar relijion gentañ e Breizh, a-raok an islam hag ar brotestantiezh. Avielet e voe an Arvorig hag Enez Vreizh e-pad an Impalaeriezh roman hag ar Grennamzer Uhel. Merket en deus ar gatoligiezh istor ar vro, ar glad ha sevenadur ar bobl. Stank eo ar savadurioù relijiel a zo bet adeiladet a-hed ar c'hantvedoù : ilizoù, chapelioù, manatioù, pe c'hoazh kroazioù lakaet er c'hroashentoù ha war bord an hentoù, ken stank e Breizh. E-touez ar sent vreizhat pennañ anavezet gant an Iliz katolik roman e c'haller mennegiñ Erwan Helouri (1253-1303) ha Jeanne Jugan (1792-1879).

Abaoe an eil lodenn eus an XXvet kantved eo aet ar gatologiezh war ziskar.

Istor ar gatoligiezh e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez Istor an Iliz katolik.

Sant Visant Ferrer - Eurioù Pêr II Breizh.

Disklêriañ a reas an Impalaer roman e oa ar gristeniezh ar relijion ofisiel ha nemeti en impalaeriezh er bloaz 392. Pa voe ganet Breizh en IXvet kantved e oa dija un douar kristen abaoe kantvedoù. Avielet e oa bet an Arvorig gant Sent Breizh deuet eus Enez Vreizh pe Iwerzhon, ha dreist-holl ar seizh sant diazezer.

Daou roue breizhat eus ar Grennamzer Uhel a voe lakaet da sant gant an Iliz : Yezekael (tro 590-tro 658), roue Domnonea, ha Salaun (?-†874), roue Breizh. Adalek an XIIvet kantved e voe savet abatioù hag ilizoù-meur e Breizh evel en Europa a-bezh. E hini Wened ez eus ul lodenn eus relegoù ar beleg katalan Visant Ferrer (1350-1419) hag en doa prezeget en Europa ar C'hôrnog a-bezh, eus Bro-València da Vro-Skos. Pedet e voe da zont da Vreizh e 1418 gant Yann V ar Fur (1399-1442). Mervel a reas e Gwened d'ar 5 a viz Ebrel 1419 ha goulenn a reas an Dug a vefe lakaet ar misioner da sant. Embannet e voe e santelezhadur gant ar pab Kallistus III e 1455.

Pa zeuas war-wel ar brotestantiezh adalek ar XVIvet kantved e chomas Breizh un douar katolik daoust ma voe tud troet gant ar relijion adreizhet. Er XVIIvet kantved, da vare an enepdisivouderezh ha war roudoù Sened-Iliz Trento e voe un nevezadur katolik kreñv e Breizh. Redek a reas misionerien evel Mikael an Nobletz ha Juluan Maner dre ar vro. Misionerien vreizhat e-leizh a yeas da avieliñ ar Bed Nevez.

E-pad an Dispac'h Gall e voe embannet al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien. Kloer didou a raed eus an dud a iliz a oa a-enep al lezenn-se, hag abalamour da se e voent heskinet. Ar Chouaned a zifennas o bro met ivez o feiz ouzh digristenerezh an dispac'h.

Jeu a voe e 1905 hag er bloavezhioù da heul pa voe lakaet e-pleustr al Lezenn disparti etre an Ilizoù hag ar Stad.

Adalek kreiz an XXvet kantved eo aet war zigresk pouez ar relijion er gevredigezh vreizhat, evel e pep lec'h e bed ar C'hornôg. D'ar memes amzer m'en deus kresket an dizoueegezh ez eus deuet e Breizh relijionoù ha speredelezhioù nevez evel an avielouriezh, an islam hag ar voudaegezh.

Monumant Yann-Baol II e Ploermael (munud) savet e 2006.

Ur wech hepken ez eus deuet ur pab da Vreizh, Yann-Baol II, d'an 20 a viz Gwengolo 1996 e Santez-Anna-Wened. 150 000 den a zeuas da welout anezhañ. Ur plas a-feson a voe roet d'ar brezhoneg e-pad an oferenn. Kanet e voe tri c'hantik e yezh ar vro : O rouanez karet an Arvor, Kalon sakret Jezuz ha Da Feiz hon Tadoù Kozh. Lavaret e voe ar bedadenn hollvedel e brezhoneg, hep troidigezh c'hallek. Distaget e voe un nebeud gerioù e brezhoneg gant Yann-Baol II zoken evit ober dave da welidigezh Iwan Nikolazig :

« Me zo Anna, mamm Mari. An Aotrou Doue e fall dehon ma vein-me inouret amañ.»

Evit klozañ an abadenn e voe kanet meur a gan, en o zouez Bro gozh ma zadoù hag ar ganaouenn An den Estrañj.[1]

Ar pirc'hirindedoù, ar pardonioù hag an trovenioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hini Santez-Anna-Wened eo ar birc'hirinded vrasañ e Breizh, sachañ a ra 800 000 den bep bloaz. Ha bep 26 a viz Gouere e vez etre 20 000 ha 30 000 pirc'hirin a zeu da kemer perzh e pardon bras Santez Anna eno.

An Tro Breizh a zo anavezet mat ivez. Ober a ra ar birc'hirinded-mañ tro ar vro en ur weladenniñ kêrioù seizh sant diazezer Breizh.

Ar pardonioù a zo ur seurt gouel gant un oferenn hag ur brosesion. An trovenioù a zo ur seurt prosesion hag a ra un dro.

Katoliked vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ar pennadoù Sent Breizh ha Seizh sant diazezer Breizh ivez.
Katoliked zo o deus c'hoariet ur roll dibar e katoligiezh Breizh ha/pe ar bed :

Teologourien hag apologourien vrudet :

Ar savadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Itron Varia a Wir Sikour, penniliz e Gwengamp.

Kalz ilizoù ha chapelioù a zo e Breizh, triwec'h penniliz ha nav iliz-veur, hep ankounaat santual Santez-Anna-Wened. Kroazioù ha kalvarioù a zo ivez e-leizh, ha 23 forzh-bered e Bro-Leon.

Setu roll nav iliz-veur Breizh :

Abatioù ha kouentoù brudet : Abati Sant Wenole Landevenneg savet er VIvet kantved, Abati Verrepoz diazezet e 1184, Abati Boporzh savet e 1202, Abati Itron-Varia Dimadeg krouet e 1841.
Gwelet ivez Abatioù Breizh.

En estrenvro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Fontevraud-l'Abbaye (Anjev) emañ Abati Fontevraud diazezet e 1101 gant Roperzh Ervrezhell, ur manac’h prezeger breizhat.

E Roma emañ Iliz Sant Erwan ar Vretoned (Sant'Ivo dei Bretoni en italianeg), iliz vroadel ar Vretoned er Gêr beurbadus abaoe ar XVvet kantved.

Kaset ez eus bet daou galvar eus ar XVIvet kantved da Velgia evit enoriñ ar soudarded vreizhat marvet e-pad ar Brezel-bed kentañ : unan eus Louergad da vBoezinge e Flandrez e 1929, egile eus An Treoù-Leon da vMaissin e Wallonia e 1932.

E 2025 e oa bet adkavet ur c'hloastr breton eus ar XVvet kantved e Mirdi arz Nelson-Atkins e Kansas City e Missouri er Stadoù-Unanet. Kloastr an Aogustined a oa bet gwerzhet d'ar chevañsour William Hearst gant ur Garaezadez, dre hanterouriezh un hendraour gall eus Beauvais, ha kaset d'ul lec'h dianav[2].

Ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez ar Sent a zo ul levr relijiel brezhonek embannet e 1752 evit ar wech kentañ, hag adembannet meur a wech goude. Berzh bras a reas e-touez ar vrezhonegerien e dibenn an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved. Embannet e voe an Testamant Nevez troet e brezhoneg evit ar wech kentañ diwezhat a-walc'h, e 1827, hag ar Bibl a-bezh e 1866, o-daou troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg.

Kavet e vez frazennoù brezhoneg en ilizoù pe monumantoù relijiel zo. Implijet e vez ar brezhoneg er c'hantikoù niverus a zo. Oferennoù e brezhoneg a vez a-wechoù da sul.

An Iliz katolik e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Iliz katolik e Breizh a zo ur rann eus an Iliz katolik roman (hag ur rann eus Iliz katolik Frañs). E-pad pell e oa nav eskopti e Breizh :

Bremañ ez eus pemp, unan evit pep departamant.

Kongregadurioù krouet gant Bretoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevredigezhioù ha tiez-embann katolik brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]