Mont d’an endalc’had

Kastiz (relijion)

Eus Wikipedia
gwer-livet awenet gant Levr an Diskuliadur : an eost

Ar c'hastiz doueel zo un oberenn dreistnaturel lakaet war un den, ur strollad tud pe pep hini gant un doue pe Doue, evit respont da oberoù resis. E kalz sevenadurioù, relijionoù ha mojennoù a endalc'h istorioù kastizoù doueel lakaet war ar boblañsoù a oa o chom en o douaroù a-raok hag a lakaas anezho da gouezhañ.

Dek gouli Egipt eo an dek kastiz a laka Doue war Egipt, hervez Levr an Ermaeziadeg, pa c'houlenn digant Faraon dieubiñ an Hebreed a oa dalc'het gantañ[1].

Istor Tour Babel a gaver er Bibl. Nebeut amzer goude al liñvadenn e krogas ar roue Nimrod hag e dud da sevel un tour hag a yeas betek an neñvoù. Hervez ar mojenn, e lakaas Doue an denelezh da gomz yezhoù disheñvel, evit kastizañ an ourgouilh. Savourien an tour ne c'hellent ket mui en em gompren. Dre ma ne c'hellent ket labourat asambles, paouez a reas ar sevel, ha c'hwitañ a reas ar raktres. Awenet e oa bet ar vojenn biblek-se gant tonkad kêr Babilon, he doa fromet ar bed kozh. Tapet gant ar Bersed e 539 kent J.-K., goude-se gant Aleksandr Veur e 323 kent J.-K., e kouezhas tamm-ha-tamm Babilon en diskar[2].

Al Liñvadenn Veur eo an anv roet d'ar mojennoù diwar-benn un dour-beuz. Anavezet dreist-holl e sevenadur ar C'hornôg dre istor Arc'h Noe er Bibl, ar vojenn-se a gaver e meur a sevenadur. Deskrivet eo ar gwallreuz evel ma vefe bet kaoz gant Doue pe an doueed evit distrujañ an denelezh, daoust ma tec'has tud zo diouzh ar c'hastiz doueel[3].

  1. (fr) Jean-Daniel Macchi, Exode, Introduction à l'Ancien Testament, Genève, Labor et Fides, 2009
  2. (fr) Hubert Bost, Babel : Du texte au symbole. Ed. Labor & Fides, 1985
  3. (fr) Guillaume Ducœur, Le mythe du déluge de l’Inde ancienne et les théories des origines entre 1829 et 1872, Revue de l'histoire des religions, vol. 233, no 3,‎ 2016