Mont d’an endalc’had

Kastell ar Bretech

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kastell ar Bretesche)
Kastell ar Bretech
Ar c'hastell hag al lenn.
Ar c'hastell hag al lenn.
Anv gallek Château de la Bretesche
Marevezh pe stil XVvet ha XIXvet kantved
Doare kastell Kastell-kreñv
Savidigezh XVvet kantved
Perc'henn
a-vremañ
ranndioù prevez, leti (abaoe 1965)
Gwarez kastell : Monumant Istorel Monumant istorel (1926)
ardro ar c'hastell : Monumant Istorel Monumant istorel (1943)
Lec'hienn rummataet (1943)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ [ 47° 28′ 58″ N, 2° 10′ 19″ K]
Bro Breizh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Bro hengounel Bro-Naoned
Kumun Merzhelieg
Lec'hienn ofisiel [http:/www.bretesche.com]

Kastell ar Bretech a zo ur c'hastell eus mare Dugelezh Breizh, adsavet en XIXvet kantved. Lakaet ea o bet da vonumant istorel e 1926. War dachenn kumun Merzhelieg emañ.

Dont a ra an anv bretech eus ar galleg kozh "bresteche", diwar al latin izel brittisca « [kreñvadur] breizhveuriat ». Talvezout a ra kement ha « moger-harp » en Xvet kantved. Ober a ra dave ar ger bretech d'un tour difenn a zo o valirañ a-us dor bennañ ur c'hastell.

E-pad Dugelezh Breizh e oa ar c'hastell ur rakdifenn eus Ar Roc'h-Bernez. Guillaume de Marbré a voe kabiten ar c'hastell e 1498.

Gant François de Coligny d'Andelot e voe bodet noblañs ar vro er c'hastell e 1558 (war douaroù e wreg Claudine de Rieux) evit selaou ur pastor. Dindan un nebeud sizhunioù e troas degadoù a familhoù nobl eus ar c'horn-bro a-du gant ar brotestantiezh[1]. Sezizet e voe ar c'hastell er XVIvet kantved gant dug Mercœur, gouarnour Breizh e-pad Brezelioù ar Relijion.

Preizhet hag entanet e voe e 1793 e-pad an Dispac'h gall. Kregiñ a reas an adsevel en XIXvet kantved gant Jacques Perron[2].

E 1847 e voe prenet ar c'hastell gant ar familh de Montaigu. Loc'het e voe ar renevezadenn hollek kerkent ha 1847 gant markiz Montaigu[3]. Adalek miz Du 1847 e veskas c'hwek ar stiloù nevez-gotek ha nevez-Azginivelezh asambles gant ar savourien naonedat Boismen ha Le Diberder, war steuñvioù asantet gant Viollet-le-Duc. E vab Pierre, pa zimezas gant unan eus merc'hed ar familh greanterien c'halloudus Wendel, a implijas korvoderioù bloaziek e wreg evit echuiñ al labourioù[4].

Lakaet e voe ar c'hastell da vonumant istorel e 1926, hag kemed-all a voe graet gant e drowardroioù e 1943.

E 1965 e voe gwerzhet ar c'hastell d'ur c'hevredad diloc'h. Rannet e voe e ranndioù prevez hag adwerzhet da breveziaded, ar pourpez a zeuas da vezañ ul leti-preti hag ar park un dachenn golf. E "Domani ar Bretech" ez eus ul leti cheuc'h e pourpez ar c'hastell eus an XVvet kantved, ur golf 18 toull er park 200 hektar, ur preti sterennet Michelin hag ur spa. Perc'hennet eo al leti hag ar golf gant ar strollad Bessé Signature.

Filmoù troet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treiñ a reas ar Breizhad Georges Franju ar film Pleins Feux sur l'assassin eno e 1961. En ur mod eo ar c'hastell tudenn bennañ an istor.

Troet e voe ar film "Hardi ! Pardaillan" er c'hastell e 1963.

E 2021 e voe troet e Domani ar Bretech darvoudoù eus an heuliad skinwel gall "Jugée coupable" gant Franck Ollivier.

  1. Naissance du protestantisme en Bretagne. gant Jean-Paul Clément, e Revue des deux mondes, 1977, 31 a viz Genver 2022.
  2. Loire Atlantique 2010 Petit Fute gant Jean-Paul Labourdette, Dominique Auzias, emb. Petit Futé, 2010, p.190.
  3. Mairie de Missillac (44) - Vivre à Missillac > Le patrimoine : Le Château de la Bretesche e www.missillac.fr
  4. mairie de Missillac