Kastell Hohenschwangau

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kastell Hohenschwangau e-kreiz ar gwez, war un dorgenn.
Kastell ha kêriadenn Hohenschwangau, gwelet eus kastell Neuschwanstein.

Kastell Hohenschwangau (Schloss Hohenschwangau en alamaneg) zo ur c’hastell eus Bavaria a voe unan eus lec’hioù-annez ar roue Loeiz II hag a voe savet gant e dad, ar roue Masimilian II Bavaria. Emañ e kêriadenn Schwangau, e-kichen kêr Füssen, e mervent Bavaria, nepell diouzh harzoù Aostria.

Savet e voe kastell Hohenschwangau el lec’h ma oa gwechall kastell Schwanstein, ur c’hastell-kreñv eus an XIIvet kantved. Cheñch perc’henn a reas ar c’hastell meur a wech a-hed ar c’hantvedoù. E deroù an XIXvet kantved e oa o kouezhañ en e boull.

E 1832 e voe prenet gant ar priñs Masimilian, danvez-roue Bavaria. Adsavet e voe ur c’hastell, er c’hiz nevezc’hotek, dindan renerezh an tisavour ha livour Domenico Quaglio.

Dont a reas ar c’hastell, anvet Hohenschwangau hiviziken, da vezañ annez hañv Masimilian hag e wreg Marie Friederike Prusia, gant o bugale Ludwig (a zeuas da vezañ ar roue Loeiz II) hag Otto (Otto Iañ Bavaria). Goude marv ar roue Masimilian e 1864 e chomas e wreg Marie da vevañ er c’hastell betek he marv. Ludwig a dremenas kalz a amzer eno ivez, e-pad e yaouankiz ha goude 1869, d’ar mare ma oa o sevel e gastell dezhañ, Neuschwanstein, nepell diouzh Hohenschwangau. Er familh e chomas kastell Hohenschwangau goude-se. Gant breur-kaer Marie, ar priñs Luitpold, e voe staliet an tredan er savadur, e 1905. Goude dibenn ar Brezel-bed Kentañ hag embannidigezh Republik Weimar e voe lezet familh kozh rouaned Bavaria da chom er c’hastell : ar priñs Adalbert en em dennas ennañ e-pad an Eil Brezel-bed, da skouer, pa oa bet kaset kuit eus an arme.

Bremañ eo perc’hennet ar c’hastell gant ar « Wittelsbacher Ausgleichsfonds » (Font digoll an tiegezh Wittelsbach) ha gweladenniñ a c’haller anezhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.