Kashmir (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kashmir zo ur ganaouenn gant ar strollad sonerien hard rock saoz Led Zeppelin hag a gaver war e c'hwec'hvet album, Physical Graffiti an anv anezhañ ha deuet e-maez d'ar 24 a viz C'hwevrer 1975.

Kroget ar gerioù anezhi e 1973 gant Robert Plant, da-geñver ur veaj da Varoko, e padas keit ha tost da dri bloavezh a-raok ma voe peurechuet gant John Bonham ha Jimmy Page. Enrollet e oa bet e-kerzh mizioù Genver ha C'hwevrer 1974 e studioioù Headley Grange.

Daoust dezhi da vezañ gwall hir – 8:29 he fadelezh — e voe degemeret mat ar ganaouenn gant ar radioioù na chomjont ket etre daou d'he skignañ sof-kont. Sonet e oa bet e pep sonadeg ar strollad betek an dibenn anezhañ e 1980.

He c'hlevout a c'heller ivez er film Le Crabe-tambour (1977) gant Pierre Schoendoerffer (1928-2012) : Arvest an davarn en Douar-Nevez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]