Mont d’an endalc’had

Kartouchenn brochennet

Eus Wikipedia
Un dastumad kartouchennoù brochennet a bep seurt mentoù ha kalibroù.

Ar gartouchenn brochennet, anvet kartouchenn Lefaucheux e broioù 'zo, zo un doare munision armoù-tan hiniennel breouet e 1835 gant an armeurer gall Casimir Lefaucheux. Chom a reas implijet puilh betek dibenn an XIXvet kantved e armoù sivil dreist-holl, met diamzeriet eo hiziv an deiz. Tad eo d'ar c'hartouchennoù modern skoet en o c'hreiz pe war o zro.

Ar c'hartouchennoù brochennet a oa savet e metal, ha dezhe ur stumm heñvel a-walc'h ouzh ar c'hartouchennoù modern, nemet ur vrochenn (ur seurt spilhenn e gwirionez) a gaved e diaz o douilhez ; homañ eo a veze skoet gant ki an arm da vare an tenn. Sanket e veze neuze en douilhez, ha lakaat a rae an emors fulminat a oa enni da darzhañ. An arm kentañ kambret evit ur gartouchenn brochennet a voe ur fuzuilh-chase dezhi daou ganol kichen-ha-kichen savet gant Lefaucheux e 1835. E 1851 e kinnigas un arm-dorn kambret evit ar munision-mañ, un doare pepper-box anezhañ. Revolverioù evit ar munision a voe krouet ha gwerzhet gant Émile Lefaucheux, mab Casimir, adalek 1856[1]. E barr o brud e voe ar c'hartouchennoù brochennet pa voe choazet ur revolver Lefaucheux evel arm standart gant ar morlu gall e 1858, dindan an anv M1858.

Lies e voe an doareoù kartouchennoù brochennet produet en XIXvet kantved, pe e vije a-fed danvez pe a-fed kalibroù kinniget, eus 2 mm betek 15 mm. N'hallas ket talañ ar c'hartouchennoù brochennet ouzh ar c'hartouchennoù skoet war o zro pe en o c'hreiz ijinet adalek eil hanterenn ar c'hantved, pa oa diaes implijout ar munisionoù savet gant Lefaucheux e armoù-tennata, ha dañjerusoc'h war ar marc'had, betegoût e vije skoet gant o brochennoù pa vezent dornataet.

  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 120 ha 124
  2. (fr) L’arme avec laquelle Verlaine a tiré sur Rimbaud vendue aux enchères 435 000 euros, Le Monde, 30/11/2016 (lennet d'an 02/06/2025)
  3. (fr) Le revolver avec lequel Van Gogh s’est tué vendu aux enchères, Le Monde, 19/06/2019 (lennet d'an 03/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan