Karter gall (Orleañs Nevez)
| Anv er yezh orin | French Quarter |
|---|---|
| Bro | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | New Orleans |
| Gwerzhid-eur | Central Time Zone |
| Daveennoù douaroniel | 29°57′31″N 90°3′54″W |
| Statud gladel | National Historic Landmark, National Register of Historic Places listed place, America's Most Endangered Historic Places |

Ar c'harter gall, Vieux Carré français (Vieux Carré pe Quartier français) e galleg, ha French Quarter e saozneg eo anv karter koshañ kêr Orleañs Nevez. Goude ma vije bet krouet Orleañs Nevez (galleg: Nouvelle-Orléans) e 1718 gant Jean-Baptiste Le Moyne de Bienville, ar gêr a oa diorroet tro-dro d'ar c'harrez kozh (galleg: Vieux Carré), ur skouar kreiz. An distrig a vez graet an aliesañ French Quarter anezhañ hiziv, ha berraet en "The Quarter", dre ar c'hemmoù degaset gant donedigezh enbroidi stadunanat e kêr goude ma vije bet prenet Louiziana e 1803.[1] An darn eus ar savadurioù istorel a oa bet savet e fin an XVIIIvet kantved, pa oa kêr dindan beli ar Spagnoliz, pe a voe savet e-kerzh kentañ hanterenn an XIXvet kantved, goude ar brenadenn stadunanat.
An distrig a-bezh a zo bet lakaet da dalvezout evel National Historic Landmark, gant savadurioù lies o vezañ lakaet da dalvezout evel reoù dibar. Bez eo al lec'h a zesach ar muiañ a douristed e kêr, met ivez annezidi kêr.
Ar c'harter gall a zo bet labezet gant an dour-beuz met nebeutoc'h evit na oa bet peurrest kêr hag an trowardroioù eus ar rann-vro, dre ma oa pell a-walc'h diouzh al lec'hioù toullet er chaoserioù gant ar Gorventenn Katrina e 2005, ha pell a-walc'h e oa ivez diouzh brec'hioù ar stêr Mississippi.[2]