Mont d’an endalc’had

Kartell Sinaloa

Eus Wikipedia
kartell Sinaloa
kartell mec'hikan, aozadur sponterezh
Deiziad krouiñ1987 Kemmañ
Anvet diwarSinaloa Kemmañ
DiazezerHéctor Luis Palma Salaza, Ismael Zambada, Juan José Esparragoza Moreno, Joaquín Guzmán Loera Kemmañ
PrezidantIsmael Zambada Kemmañ
StadMec'hiko Kemmañ
ProduD-methamphetamine Kemmañ

Kartell Sinaloa (spagnoleg: Cártel de Sinaloa), a-ziwar anv ar rannvro Sinaloa), brudet ivez evel CDS, pe Guzmán-Loera Organization, pe ar C'hevredad, pe ar C'hartell eus Sinaloa,[1][2] pe anvet ivez Kartell Habask (saozneg: Pacific Cartel),[3] zo ur c'hartell drammoù, treuzvroadel, lakaet da dalvezout war listenn an aozadurioù sponterezh gant departamant Stad Stadoù-Unanet Amerika ha Kanada hag a zo diazezet e Culiacán, Sinaloa, Mec'hiko,[4]. Arbennikaet eo an aozadur war ar floderezh, gwerzhañ drammoù ha naetaat moneizh lous.

Istor Kartell Sinaloa a zo kroget pa oa un aozadur torfederezh vihan ha dre implij ur feulster garv eo aet war-gresk dibaouez betek dont da vezañ unan eus ar re vrasañ er bed a-fed trafikerezh drammoù. Savet e fin ar bloavezhioù 1960 gant Pedro Avilés Pérez e Sinaloa, ar c'hartell a oa arbennikaet war floderezh ha gwerzh ar marijuana etrezek Stadoù-Unanet Amerika. Pérez a vez laret da vezañ kavet mennozh implij kirri-nij evit dezougen an dramm. Implij ar fiñv war-zouar a oa neuze evit dezougen sammadoù ramzel en un taol nemetken. E aozadur a oa bet al lec'h gourdoniñ evit an eil remziad trafikerien dramm sinaloan.

Kartell Guadalajaral a oa bet kengrouet gant Félix Gallardo etre 1978 ha 1980, ar pezh a oa bet an eil pazenn en istor ar c'hartell.[5][6] Dindan ren Gallardo, ar c'hartel a oa mestr war darn an hentoù en harzoù etre Mec'hik hag ar stadoù-Unanet er bloavezhioù 1980. Goude ma vije bet harzet Gallardo e 1989, ar c'hartel a oa tarzhet e meur a aozeadur bihanoc'h, e-touez anezho e oa Kartell Sinaloa.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "El cártel de Sinaloa, una alianza de sangre" (in es) (30 July 2010). 
  2. Rama, Anahi (7 April 2008). "Mexico blames Gulf cartel for surge in drug murders", Reuters. 
  3. dre lec'h orin an aozadur hag a zo arvorioù Mec'hiko.
  4. Beittel, June S. (June 7, 2022). "Mexico: Organized Crime and Drug Trafficking Organizations". Congressional Research Service
  5. Sinaloa Cartel.
  6. Why are the Sinaloa Cartel the World's Most Powerful Gangsters?. International Business Times UK (16 September 2014).