Karpos

Eus Wikipedia

Karpos (Καρπός /Karpós, « frouezhenn » e gregach), a oa ur paotr yaouank koant eus ar re goantañ.

Mab e oa da Zefyros (an avel gornôk) ha d'an nimfenn C'hloris (plac'h an nevezamzer hag ar bleunioù).

An tri anezho a ra ur vetaforenn naturel: gant an avel gornôk e teu an nevezamzer, a zegas bleuñv ha frouezh.

Karantez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En oberenn Nonnos Panopolis eo kontet e garantez ouzh e vignon Kalamos. Daou amourouz int, beuziñ a ra Karpos un deiz ma oant o kouronkañ er stêr Maiandros. Gant ar glac'har e varvas Kalamos ma voe troet e raosklenn.

Skrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nonno Panopolis, Dyonisaka (XI).