Karl Kehrle

Karl Kehrle, pe Frer Adam, bet ganet d'an 3 a viz Eost 1898 e Mittelbiberach (Impalaeriezh alaman) ha marvet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1996 e Buckfast (Bro-Saoz), a oa ur manac'h beneadat hag ur gwenaner arbennikaet war an desevel gwenan. Ar gwenan Buckfast zo bet krouet gantañ.
Gwenanerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour da gudennoù yec'hed voe kaset Karl Kehrle gant e vamm da abati beneadat Buckfast, en Devon, pa oa unnek vloaz. Dont a reas da vezañ manac'h eno, dindan an anv frer Adam, ha lakaet e voe e penn ar ruskeg e 1916. Talañ a rankas ober diouzhtu ouzh "kleñved Enez Wight", un akariaz degaset gant Acarapis woodi hag a zistrujas ar braz eus koloniennoù gwenan an abati. Gwenan du Bro-Saoz, un isspesad tost-tre da wenan du ar c'hevandir (Apis mellifera mellifera), a voe darbet dezho mont da get penn-da-benn abalamour d'an epidemiezh-mañ[1].
Karl Kehrle a welas e oa chomet bev ar c'holoniennoù ganet diwar rouanezed gwenan italian (Apis mellifera ligustica) speriet gant pared gwenan du saoz. Ar gwenan-mañ a oa bleuniaouerezed gwelloc'h ivez. Ar frer Adam a gendalc'has da sevel gwenan en ur verlañchañ isspesadoù, ar pezh a yae a-enep da deoriennoù ar mare, a lavare e oa gwelloc'h ar spesadoù loened "glan", ha ne oant ket bet berlañchet. Awenet e voe gant studiadenn ar c'helenner Ludwig Armbruster, Bienenzüchtungskunde ("Skiant an desevel gwenan")[2], bet embannet e 1919. Ganet e voe ar gwenan anvet "Buckfast" diwar e labour e 1922 da vat[1].
Klask a reas ivez ar frer Adam kaout amprevaned sioul, aes da labourat gante, ha brudet eo ar Buckfast evit se[3]. Muioc'h-mui a wenanerien en Europa a grogas da labourat gant an isspesad-mañ, hag ar frer Adam a c'houlennas gant Raymond Zimmer, ur gwenaner tost outañ, da enrollañ "Buckfast" evel ur merk kenwerzhel, neket evit gounit muioc'h a arc'hant, kentoc'h evit mirout ouzh tud all da werzhañ forzh peseurt gwenan dindan an anv-mañ. Kudennoù a savas goude marv ar frer e 1996, e Bro-C'hall peurgetket, pa glaskas an holl re a voe perc'henn war ar merk mirout ouzh gwenanerien all da implijout an anv Buckfast. Goude pemzek vloaz argerzhadurioù ha seizh prosez e voe aotreet an holl wenanerien d'ober gant an termen-mañ, gant ma werzhfent loened eus ar ouenn krouet gant ar frer Adam[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (fr) Elsa Faugere, Dorothée Dussy, La création d’une abeille améliorée : la Buckfast, 2023 ⟨hal-04164794⟩ (pellgarget d'an 02/05/2026)
- ↑ (de) Lenn enlinenn war lec'hienn skol-veur Freibourg.
- ↑ (fr) BARBAÇON Jean-Marie, Le traité Rustica de l'Apiculture, Rustica, 2009, ISBN 978-2-840038-734-3, p. 348