Karin Boye

Eus Wikipedia
Delwenn Karin Boye dirak al Levrdi-Stad e Göteborg
Delwenn Karin Boye dirak al Levrdi-Stad e Göteborg

Karin Boye (26 a viz Here 1900– 24 a viz Ebrel 1941) a oa ur varzhez hag ur skrivagnerez svedek.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karin Boye a zo ganet e Gothenburg e bro-Sveden met dilojañ a reas gant he zud da Stockholm e 1909. E skol-veur Upsalla e studias-hi etre 1921 ha 1926. Kregiñ a reas da embann e 1922 gant un dastumad a varzhonegoù : "Moln" (koumoul). Betek 1930 e perc'hennas d'ar vagad sokialour Clarté.

E 1931 e tiazezas ar gelaouenn Spektrum asambles gant Erik Mesterton ha Josef Riwkin. Enni e tiskouezas T.S. Eliot hag ar dreistgwirvoudelourien d'al lennourien svedeg. Hi eo an hini a droas T.S. Eliot e svedeg. Ezel e voe da Samfundet De Nio betek he marv.

Etre 1929 ha 1934 e voe dimezet un izel arall eus Clarté, Leif Björck. O unvaniezh a oa platonek, war a seblant. Goude o disrannidigezh e 1932 he-doa un darempred lesbianel gant Gunnel Bergström he-doa dilezet he gwaz, ar barzh Gunnar Ekelöf Hi en em lazhas, war a seblant, d'ar 23 miz Ebrel 1941 dre lonkan louzeier-kousket. Kavet e voe gant ur c'houer d'ar 27 miz Ebrel 1941. D'ar mare-se he-doa un darempred-karantez gant Margot Hanel hag en em lazhas un tammig goude.

Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit he barzhonegoù eo Karin Boye brudet dreist holl. Ar re muiañ anavezet a zo "Ya, eveljust, poan a ra" (Sv. "Ja visst gör det ont") ha "O loc'hañ" (Sv. "I rörelse") eus he dastumad "An oaledoù" (Sv. "Härdarna"), 1927, ha "Evit Karantez ar Wezenn" (Sv. "För trädets skull"), 1935.

He romant brudetañ a zo Kallocain, ur romant skiant-faltazi awenet gant savadeg an Naziegezh e bro-Alamagn. Livañ a ra ur gevredigezh zistopiek e-giz romant Orwell1984. He romantoù arall a zo "Kris" ma ergerzh he lesbianelezh hag hec'h enkadenn relijiel, ha "Merit vaknar" ha "För lite".


Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Astarte, 1931
  • Merit vaknar, 1933
  • Kris, 1934
  • För lite, 1936
  • Kallocain, 1940

Dastumadoù a varzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Moln, 1922
  • Gömda land, 1924
  • Härdarna, 1927
  • För trädets skull, 1935
  • De sju dödssynderna, 1941 (nann-echuet, embannet goude he marv)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]