Mont d’an endalc’had

Kari Gosse

Eus Wikipedia
Kari Gosse
Iskevrennad eusspice mix Kemmañ
Lec'hAn Oriant Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Kari Gosse (merk marilhet) a zo ur meskaj temzoù-boued awen India, pimentet skañv. Mont a ra mat gant ar c'hresteneged.

Ijinet e voe gant an aotroù Gosse, un apotiker eus An Oriant, en XIXvet kantved. Deuet e oa ar soñj dezhañ krouiñ ur c'hari awenet gant mare Kompagnunezh Indez ar sav-heol. Hervez Irène Frain e teu ar ger kari eus an tamileg ha talvezout a ra kement ha « meskaj spisoù ». Kari Gosse a glotfe gant kari ur c'hasta peskaeterien eus bro Tamil Nadu (lec'h ma voe savet kontouer Pondichéry).

E porzh An Oriant eo e voe dilestret kari evit ar wech kentañ e rouantelezh Frañs, awenet gant an garam masala. Dizoloiñ a reas ar Vretoned e klote mat gant produioù o feskadennoù[1].

O veskañ jinjebr, kurkuma, jenofl, pimant ruz, kanell, pebr, koriandrez, koumin, kardamom ha fenugrek eo deuet a-benn an aotrou Gosse da adsevel frondoù ha blazioù ar broioù pell[2].

Marilhañ a reas ur breou evit e rekipe. Gwarezet eo c'hoazh ar merk Kari Gosse hiziv en Ensavadur Broadel ar Berc'henniezh Industriel (INPI)[3]. Aozet e vez an temz-boued gant Xavier Pouezat, e zeskennad, en Alre. Ar gwir a zo gant un nebeud tiez-apotiker ha stalioù da werzhañ anezhañ.

Brudet eo rekipe al legestr gant Kari Gosse. Roet eo un nebeud rekipeoù all gant Nathalie Beauvais, mestrez-geginerez eus An Oriant, en he levr Best of Breizh ! [4].

  1. Kari Gosse. Connaissez-vous cette épice bretonne ? e Le Télégramme, 27 a viz Even 2018.
  2. Kari de Bretagne e cuisinedelamer.com, 1 a viz Ebrel 2012.
  3. Kari Gosse Triple extrait de Kari Indien e bases-marques.inpi.fr, 20 a viz Du 2002.
  4. Best of Breizh ! - Les 80 recettes incontournables de la cuisine bretonne gant Nathalie Beauvais, Trop Mad, miz Du 2012, (ISBN 2918068071).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]