Mont d’an endalc’had

Karbed stourm hobregonet

Eus Wikipedia
karbed stourm hobregonet
rummad implij un arm, vehicle functional class
Iskevrennad euskarbed stourm, karbed hobregonet Kemmañ
OberataerAfghan National Army, Albanian Joint Forces Command Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Armored fighting vehicles by view Kemmañ

Ur c'harbed stourm hobregonet a vez graet eus ur c'harbed stourm gwarezet gant un hobregon, ur c'hemmesk int etre fiñvusted ha galloud argadiñ kement ha difenn. Gellout a reont bezañ dafaret gant rodoù pe biskoulet. Lod eus ar c'harbedoù stourm hobregonet a zo tankoù, met stummoù lies anezho a zo ouzhpenn: kirri hobregonet, Kanolioù arsailh, Kanolierezh emluskek, karbedoù stourm troadegiezh, ha Karbedoù hobregonet dezougen soudarded.

Ar c'harbedoù stourm hobregonet a zo rannet hervez spispverkoù ha rolloù pep hini war an dachenn emgann. Ar rummatadur a zo ledan; div vro a c'hell rummata ar memes karbed en un doare disheñvel, hag ouzhpenn-se e c'hell kemm ar rummatadur hervez ar mare ha pa vez kavet implijoù nevez d'ar c'harbed. Da skouer, ar c'harbedoù hobregonet dezougen soudarded a zo bet erlec'hiet kalz gant karbedoù stourm hobregonet an droadegiezh hag a zo gwarezet kalz gwelloc'h met ar roll a zo chomet ar memes hini.

Dizagnoù lies a vez savet hervez ar pal a vo fiziet er c'harbed. Da skouer ar MOWAG Piranha, savet da gentañ holl evel karbed dezougen bagadoù soudarded, a servij evit kalz c'hefridioù all evel dafaret gant ur c'hanol-mortez, karbed stourm troadegiezh, ha kanol arsailh.

Ar c'harbedoù stourm hobregonet a zo bet krouet ha kroget o implij e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed gant ar c'hirri hobregonet, an tankoù kentañ, kanolioù emluskek, ha karbedoù hobregonet dezougen soudarded. Kalz ledanoc'h hag implijetoc'h e oant bet e-kerzh an Eil Brezel-bed, an holl armeoù a oa dafaret gant un niver uhel-mat a c'harbedoù evel-se. Ouzhpenn ar rummad karbedoù-se e oa bet krouet e-leiz a c'harbedoù disheñvel evit dezougen ar bagadoù soudarded en un doare bliv met gwarezet evit gounid fiñvusted strategel.