Mont d’an endalc’had

Karantoer (kumun gozh)

Eus Wikipedia
Karantoer
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallaouek Carantoir
Anv gallek (ofisiel) Carentoir
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Gwern-Porc'hoed
Kod kumun 56033
Kod post 56910
Maer
Amzer gefridi

2017
Etrekumuniezh Eus an Oud da Vreselien Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Redon hag ar Gwilen
Lec'hienn Web http://www.carentoir.com
Poblañsouriezh
Poblañs 3 232 ann. (2023)[1]
Stankter 44 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 49′ 03″ Norzh
 07′ 59″ Kornôg
/ 47.8175, -2.13305555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 7 m — brasañ 109 m
Gorread 72,87 km²
Lec'hiañ ar gêr
Karantoer

Karantoer a oa ur gumun e Breizh e kanton Gwern-Porc'hoed e departamant ar Mor-Bihan.

  • Erwan Vallerie ː Carantoer, 826; Karantoer, 864; Carantor, XIvet, 1171, 1178; Carantoer, 1286; Karantoer, 1387; Karantoir, 1430; Karantoir, 1441; Kerentoer, 1516; Carantouër, 1573
Gerdarzh
  • (fr)JB Ogée (1780), heuliet gant Marteville & Varin (1843) ː kêr an doerien.
  • (fr)Dauzat & Rostaing (1963-1978) ː kêr an doerien.
  • (fr)Jean-Yves Le Moing (2007) ː mann da welout gant an doerien ; kammamzeriek eo ǃ Gwelloc'h eo klask ur stumm caranto-duron = kreñvlec'h un den anvet Carantos.

Rannet; ouzh 1, en geot e di en aour, digor ha goulaouet en gul, ur skeul toer ivez en gul war an doenn, heuliet gant un tour difoupant; ouzh 2, en sabel e dour en aour digor ha mogeriet en sabel, o vont d'ar strad e-barzh ur mor en glazur kommek en argant ouzh beg; ur gammell en argant, skedet en aour, balirant war al lodennadur; e gab en erminoù karget gant ur groaz pavek en gul. Aozer ː J.P. Fernandez. ː An ti evit an toer; an tour, ar gammell, hag ar sked evit sant Marcoul, hag en devoa diouganet lonkadur tour kastell La Ballue.

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Karantoer; e distrig Roc'h-an-Argoed e oa; d'an 28 a viz Ebrel 1792 e voe staget kumun An Templ ouzh kumun Karantoer; miret ha brasaet e voe kanton Karantoer e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Katantoer en arondisamant Gwened bet krouet e 1800[2],[3].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person-dean, Le Cerff e anv, ha pemp kure, Penhoux, Michel, Briand, Boucicaud ha Bouchet[4].
  • E 1837 e voe lakaet Gazilieg da bennlec'h kanton Karantoer, adanvet kanton Gazilieg neuze; krouet e voe kumun Kelenneg d'an 2 a viz Mae 1863 ha kumun Ar Chapel-Wagelin d'ar 17 a viz Genver 1874 diwar lodennoù eus kumun Karantoer[5],[6].
  • Mervel a reas 172 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 5,06 % eus he foblañs e 1911[7].
  • D'ar 1 a viz Genver 2017 e voe bodet kumunioù Karantoer ha Kelenneg d'ober kumun nevez Karantoer[11].
Panell divyezhek

16,3 % eus anvioù-lecʼh ar gumun gozh a zo brezhonek[12].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv.
  • Iliz katolik Sant Markoul.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Gwengolo 2014 Kerzu 2016 Catherine Lamour, dilennet adarre tu-dehou, distrollad
2008 Mae 2014 Catherine Lamour[13] tu-dehou, distrollad
1989 2008 Noël Rocher tu-dehou, distrollad Kouer, Kuzulier-departamant
1965 1989 Alphonse Menand tu-dehou, distrollad Mezeg, kuzulier-departamant
tro 1866 tro 1866 François Orinel
tro 1816 tro 1826 Jean Marie de Carheil
? ? Julien Allain
tro 1802 tro 1804 Joseph Garel
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aulnette,

aotrounez Boisby

En glazur e deir greskenn en argant
de Couëtus

aotrounez al lerc'h se

En argant e arbenn-c'harv en gul
de Marnières,

aotrounez la Choannière

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour
  • ar vreudeur Guillemot, krouerien Ubisoft.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
  • (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - Karantoer - Fichenn ar gumun
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14, 52 ha 64
  4. (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 19
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 64, 71 ha 306
  6. (fr)Cassini - EHESS - Karantoer - Fichenn ar gumun
  7. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  8. (fr)Pertes USAAF
  9. (fr)Mémoire de guerre
  10. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  11. (fr)Arrêté portant création de la commune nouvelle de Carentoir
  12. Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990, p. 337
  13. nullaet disoc'h ar votadegoù gant Lez-varn velestradurel Roazhon(fr)ouest-france.fr