Karamel gant amann sall
Karamel gant amann sall a zo graet diwar sukr karamelet, amann sall ha dienn-fresk[1]. Lakaat a c'haller anezhañ e kalz dibennoù-pred : krampouezh, diennoù skorn, gwastilli... An elfenn dibar-mañ eus ar c'hoñfiserezh breizhat en deus gounezet kalonoù ar begoù fin er bed a-bezh.
Displeget eo berzh ar c'haramel amann sall gant ar skiant : abalamour da sistem ar garedon empenn an dud[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket pegoulz ha gant piv e voe ijinet, met un nebeud pazennoù a c'haller menegiñ e istor al lipouzerezh-se.
Kozh-Noe eo ar c'haramel. Ar ger a zeu moarvat eus al latin diwezhat calamellus 'sukr korz', ur stumm berr eus calamus 'korz, raoskl', hag a zeu eus an henc'hresianeg κάλαμος.
Ar c'haramel gant amann sall zo kalz nevesoc'h, ha ganet kammed-ha-kammed :
- er bloavezhioù 1860 e voe krouet ar gouign-amann gant amann sall ha sukr karamelet e Douarnenez
- e dibenn an XIXvet kantved e veze gwerzhet "caramollet" e Breizh (Sant-Brieg, Dinan...)[3],[4], ur madig dre karamel gant amann sall aet da get hiziv.
- adalek 1906 e veze gwerzhet an "Niniche", madigoù chokolad ha karamel blot dre amann (dous) e Bourdel. Raymond Audebert, ur paotr eus Royan (Bro-Vourdel), a ijinas an niniche e stumm ur sunig. E 1946 e yeas d'en em staliañ e Kiberen ha reiñ a reas lañs d'ur sunig graet gant chokolad ha karamel gant amann sall ar wech-mañ. Ganet e oa niniche Kiberen. E saloñs ar c'hoñfiserezh e Pariz e yeas priz "gwellañ madig Frañs" ganti[5].
- er bloavezhioù 1950 e voe krouet ar salidou e ledenez Kiberen, un toaz da ledañ dre garamel gant amann sall[6].
- Gant ur grampouezhenn.
- Gant farz forn.
- Ninichoù Kiberen gant blazioù a bep seurt.
- e dibenn ar bloavezhioù 1970 e kreskas brud ar c'haramel gant amann sall pa voe krouet ur madig karamel dre amann sall ha kraoñ-kalvez gant ar mestr chokoladour ha "karamelour" Henri Le Roux e Pont-'n-Abad. Ar pezh a oa nevez eo en em vire gwelloc'h karamel amann sall ar Bigoudenad.[7] Berzh bras a reas e Pariz, ha kalz prizioù a yeas gantañ, en o zouez "gwellañ madig Frañs" e Saloñs etrebroadel ar c'honfiserezh" e Pariz e 1980[8],[9],[10],[11].
- e dibenn ar bloavezhioù 1990 e krogas ar c'heginer parizian Pierre Hermé da lakaat kamarel amann sall en e vakaroñsoù. Adalek 2000 e krogas ar mistri keginerien da lakaat holen en o meuzioù kamarel ha chokolad. E 2008 e tizhas an dud voutin rak gwerzhet e voe gant embregerezhioù bras evel Häagen-Dazs ha Starbucks.[12]
- estreget en dibennoù-pred eo bet lakaet karamel gant amann sall er chokolad tomm da skouer, pe likorioù ha traoù kreñv evel vodka.
- Ur podad salidou.
- Ur garamelenn vlot dre amann sall.
- Gant makaroñsoù.
- Gant ur c'halfrezenn.
Penaos ha gant petra debriñ karamel gant amann sall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E stumm madigoù, toaz da ledañ, karamel liñvel e c'hall bezañ ar c'haramel gant amann sall. Klotañ a ra gant kalz rekipeoù eus ar bed : koñfiserezh, pastezerezh, krampouezh, galfrez, brioch, dienn-skorn, gelato, sundae, pancake, crumble[13]... ha produioù an ijinerezh boued[14].
- Gant dienn-skorn.
- Gant ur wastell.
- Karamelennoù gant amann sall.
- Gant un tiramisu.
- Gant ur grampouezhenn, tammoù frouezh, dienn skorn ha chantilly.
Rekipe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat sukr da deuziñ ha da garameliñ en ur gastelodenn gant amann sall ha dour. Ouzhpennañ dienn-fresk liñvel, meskañ ha poazhañ c'hoazh un nebeud munutennoù hervez ar fetister dereat[15],[16],[17],[18].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) [video] « Recette de caramel au beurre salé » war YouTube
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Caramel au beurre salé e academiedugout.fr.
- ↑ Why you can't stop eating salted caramel, according to science e The Independent, 27 a viz Du 2017
- ↑ Folie Bonbons - La Niniche de Quiberon
- ↑ NINICHES DE QUIBERON, SUCETTES ARTISANALES AUX FRUITS ET CARAMELS war lec'hienn roidebretagne.comn, lennet d'an 9 a viz Kerzu 2025.
- ↑ La Maison d’Armorine : l’art de la confiserie bretonne depuis 1946 war bienmanger.com, lennet d'an 9 a viz Kerzu 2025.
- ↑ Caramel au beurre salé e bretagne.com.
- ↑ Brian Edwards, "Salted Caramel—that ubiquitous flavour which is actually only as old as Star Wars", Daily Mirror, 25 a viz C'hwevrer 2015.
- ↑ L'histoire du caramel au beurre salé e le-gout-de-nos-regions.com.
- ↑ Le caramel au beurre salé e produits-locaux.bzh.
- ↑ Les caramels au beurre salé de Quiberon e cultures-sucre.com.
- ↑ Le caramel au beurre salé e reportages-tourisme.com.
- ↑ How Caramel Developed a Taste for Salt gant Kim Severson e The New York Times, 30 a viz Kerzu 2008, lennet d'an 9 a viz Kerzu 2026.
- ↑ Que faire avec du caramel au beurre salé ? e notparisienne.fr.
- ↑ Les meilleures glaces caramel au beurre salé de Paris, lefigaro.fr, 6 a viz Even 2018.
- ↑ Caramel au beurre salé breton à tartiner e recettes-bretonnes.fr.
- ↑ Caramel au beurre salé breton à tartiner e mangeons-local.bzh.
- ↑ Caramel breton au beurre salé e voyagegourmand.fr.
- ↑ Recette des palets bretons au caramel au beurre salé e toutcommenceenfinistere.com.