Karambit

Eus Wikipedia
Delwenn Adityawarman gant ur C'harambit.
Karambit hengounel

Ar c'harambit (Yezh Minangkabau: kurambik pe karambiak) zo ur gontell vihan kromm eus Azia ar gevred. Graet e vez karambit eus ar gontell-se er Filipinez hag e darn eus broioù ar C'hornôg, ha kerambit en indonezeg hag e malayeg.

An doare karambit a gaver e broioù ar C'hornôg zo unan pell diouzh spered an hini orin. N'eo ket mui un ostilh peizant savet-gros. Savet eo gant danvez ker ha tevoc'h eo ar gontell evit ma vefe aesoc'h da zougen en dorn.