Kaozeal:Yezhoù Europa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

hag abalamour da betra e vefe 'Jorianeg' ar stumm reizh? ha ma vefe 'Georgia' anv ar vro, ne vefe ket 'georgeg' anv ar yezh, pe c'hoazh 'jeorjia' > 'jeorjeg' ma 'teus c'hoant ober evel-se. 'Kartuli Ena' e vez graet diouti e georgeg, neuze e c'hellfer sevel 'kartul(i)eg' diwar-se ivez.

'magyareg' e vez graet eus ar yezh-se ivez rak yezhoù 'hungarek' all ez eus.


Lakaet em boa an traoù evit ma klotfent gant ar pezh a gaver er geriadurioù (hini an Here, hag al Liamm a gaver enno roll klok Stadoù ar bed gant an annezidi anezho). Evidon eo ul labour diazez. Tu zo da vurutellañ met n'haller ket ober e-giz pa ne vije ket eus al labour-se. Pep hini ac'hanomp en deus e soñj war ar yezh, abegoù sonn pe sonnoc'h da cheñch tra pe dra. Ar pezh zo, e saver Wikipedia evit an holl, e tiazezer amañ, tamm-ha-tamm, ur genyezh evit ma c'hallfemp holl en em gompren etrezomp. Ma tiviz pep hini eus e du lakaat da bennger stummoù na gaver ket er geriadurioù e plas gerioù anavezet gant an holl e kav din e vo diaes tizhout ar pal hag ouzhpenn e vo kollet ar pennadoù er c'helc'hgeriadur, chañs ebet da vezañ lennet gant den. An holl vrezhonegerien desket ganto lenn ha skrivañ e peurunvan a oar eus an anvioù hungareg, Hungaria, Hungarad hag all. M'o deus c'hoant da gaout titouroù e klaskint dre an anvioù-se, sklaer eo. Penaos gouzout e ranker klask dindan Magyareg ? Ha penaos gouzout e ranker klask dindan Magyareg ha neket Magiareg ? Kavout a ra din e ranker en em harpañ war ar pezh zo diazezet dija kentoc'h eget bezañ atav o klask degas stummoù disheñvel. Ma vez c'hoant lakaat war wel an anv Magiareg (pe Magyareg, da welet), ar pep poellekañ zo sevel ur pennad a adkas d'ar pennad Hungareg (e-lec'h ma vo kavet an titouroù dre vras). Ha tu zo ivez da venegiñ e pennad ar ger hungareg e c'haller ober ivez Magyareg eus ar yezh-se abalamour d'an dra-mañ-tra. Ma soñj eo atav. --Fulup 26 Aug 2005 à 13:06 (UTC)


n'eo ket kentoc'h gant ar 'magyareg' on chalet met gant ar 'Jorianeg'. hag eus pelec'h e teu ar ger-se? petra eo ez resis kriterioù an here h.a. evit seurt gerioù (anvioù yezhoù)? ha ma lârfent e oa ret envel 'thcoutoucegeg' eus ar yezh-se e vefe ret doujañ oute? marteze e vefe mat adwelet un nebeut traoù evit reizhañ fazioù a-raok ma'z afe an traoù re bell...? neal hag un draig all: pa vez ijiniet gerioù ne vezont ket anavezet gant ar vrezhonegerion (kozh pe yaouank, desket pe get) dizwr gwrizienoù iskis, d.s 'jorianeg' diwzr 'jorian'???, penaos ober ivez evit o c'hlask er geriadurioù. arguzennoù toull eo re a seurt-se d'am soñj, rak n'eo ket doueed embannerion ar geriaduroioù bet savet betek hen e brezhoneg ha fazioù a c'hellont ober: neal

Ur vi-koukoug eo, n'eo ket Jorianeg a oa ret lenn met Jorjianeg, diwar anv ar vro Jorjia, bet dibabet brezhonekaat an doare-skrivañ anezhañ (ne reer ket du-hont gant ul lizherenneg latin) evit lakaat kemm gant Georgia er Stadoù-Unanet. Fulup 30 Aug 2005 à 07:26 (UTC)

mat eo. met div gudenn a van memestra: 1) ha ret eo doujañ da bep tra bet embannet gant an here hag all, ha zoken pa vefe direizh? da skwer, er geriadur hollvrezhonek e vez lakaet a coruña da gêrbenn galiza, met sant-jakez an hini eo e gwirionez. ha ret e vefe reizhañ seurt traoù pe doujañ oute rak implijet e vezont e-barzh al levrioù-skol? ma ma vefe ret reizhañ seurt traoù, abalamour da betra ne vefe ket ret reizhañ traoù faos-all? ha 2) perak e ranker diforc'hañ 'jiorjia' diouzh 'georgia' - ha mar fell da unan bennaket ober an diforc'h, ne vefe ket bravoc'h implijout an anv orin e georgeg evit sevel anv ar vro-se e brezhoneg kentoc'h evit ober hervez ar galleg hag ar saozneg (ha perak ne vefe ket ar c'hontrol avat, da lâret eo 'jiorjia' evit ar stadoù unanet evel ma vez distaget e yezh ar ranndir-se ha georgia evit ar vro all?). setu, n'eo ket sklaet na tamm ebet ar perag eus an traoù pa seller pizh oute o klask kompren dibaboù an here hag all. neal

Ne gav ket din bezañ lavaret biskoazh e oa mat kement tra a oa e geriadur An Here, vioù-koukoug, fazioù hag all. Fazioù zo e kement oberenn zo. Ret eo o reizhañ pa vez tu, anat eo. Ar pezh am eus c'hoant sachañ an evezh warnañ eo e kav din eur techet betek re pep hini eus hon tu da adsevel ar bed en hor c'horn. Pa vez tu da stabilaat ar yezh oc'h ober gant ar pezh zo bet degemeret araozomp en oberennoù dave (geriadurioù, levrioù-skol...) n'eus nemet gounit da gaout evit al lennerien, a gav din. Ha feiz, mard eo Jorjia a ginniger deomp, deomp gant se. Tu a vo da resisaat er pennad gouestlet da Jorjia (da vezañ savet) an doare e yezh ar vro ha kement zo c'hoant, evit se eo graet ar c'helc'hgeriadurioù. Fulup.

diwall mat: pa vez chenchet traoù e rankfer chench ivez al liammoù hag ar pennadoù all da heul, a-hend all ne deu ket en-dro. Neal 30 Gwe 2005 à 10:05 (UTC)