Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Yezh ar Sinoù Amerikan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 9 miz zo gant 174.34.24.86 e kaozeadenn Amerikanek -> Amerikan

Amerikanek -> Amerikan

[kemmañ ar vammenn]

Dre ma n'eo ket ar yezh (Saozneg Amerikan, pe Amerikaneg) a zo kaoz met ur yezh arall a denn d' "Amerika", daoust hag e c'hellfemp kemmañ an titl da "Yezh ar Sinoù Amerikan" ? Mar plij, a mersi. Ar memes tra a vefe gwir evit meur a bajenn, Yezh ar Sinoù Alamanek ha Yezh ar Sinoù Gallek en o mesk... 174.34.24.86 3 Gou 2025 da 22:41 (UTC)Respont

Gant TermOfis eo kinniget "yezh ar sinoù gallek" evit an LSF. N'eo ket diazezet ar yezhoù gant sinoù a seurt-se diwar yezhoù komzet ? Kestenn (kaozeal) 4 Gou 2025 da 05:21 (UTC)Respont
Diazezet int diwar sevenadurioù a denn d’ar yezhoù komzet met deuet da vezañ pell diouto. Ne c’hall ket ar saoznegerien a oar yezh a sinoù amerikan(ek) kompren ar re a ra gant yezh ar sinoù breizhveur(ek), ar memes tra eo evit ar gallegerien etre yezhoù ar sinoù Bro-C’hall ha Kebek.
Krouet ez eus bet un toullad pennadoù tost goullo diwar-benn yezhoù ar sinoù gant an implijer SurdusVII (kd), sklaer a-walc’h eo ne oar ket brezhoneg 😮‍💨. Huñvreüs (kaozeal) 4 Gou 2025 da 07:48 (UTC)Respont
Rolloù yezhoù ar sinoù zo e wikioù all, an hini saoznek hag an hini gallek en o zouez. Ranket int hervez o lec’hiadur douaroniel pe hervez o familh met familhoù yezhoù ar sinoù eo ar re-se, ne dennont ket d’ar yezhoù komzet (da skouer, tost eo yezh ar sinoù SUA ouzh hini Bro-C’hall, a zo he orin). Neuze e rafen gant anvioù-gwan ar broioù ha n’eo ket re ar yezhoù komzet. Huñvreüs (kaozeal) 4 Gou 2025 da 08:45 (UTC)Respont
Mat, greomp evel a ginnigez @Huñvreüs. Kemmañ a rin ar pajennoù krouet gant @SurdusVII pa gavin amzer ma fell deoc'h. A galon, Kestenn (kaozeal) 4 Gou 2025 da 14:19 (UTC)Respont
Mont a ra gwelloc'h titloù 'zo, trugarez. Me a lakfe "Breizhveurek", "Italian", "Spagnol", hag "Alaman", me, met n'eo ket gwall sklaer atao... 174.34.24.86 9 Gou 2025 da 05:02 (UTC)Respont