Kaozeal:Warhammer 40000

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket re fall ar pennad. Mat eo klask pennadoù kevatal e yezhoù all ha sevel liammoù war-zu enno e traoñ ar bajenn. Mat eo ivez rummañ ar pennad, lakaet em eus anezhañ er rummad C'hoarioù roll. Poentoù yezhadur a zo da welet :

  1. Graet e vez ur c'hemmadur dre vlotaat goude an araogenn a.
  2. Ret eo teurel evezh ouzh furmoù ar verb "bezañ" :
    • ez eus gant ur rener amstrizh hepken ;
    • eo hag emañ gant ur rener strizh hepken.
  3. Graet e vez gant ha dirak ur gensonenn, ha n'eo ket gant hag.

Bez' ez eus traoù ne'm ket komprenet : galou, un neubeut diouzh an den, ur spasad, traoù bras-spontus e skeudenn o doue, ar rannbennad An nekron, hag Enaouidigezh. Labour a zo c'hoazh eta. --Yun (kaozeal) 10 Meu 2010 da 09:13 (UTC)[respont]

D'am soñj n'eo ket bet adlennet ar pennad c'hoazh, pa welan an diouer a ñ-où e lec'hioù zo, ar fazioù biskrivañ hag all.

Nekron a zo anv ur ouenn er c'hoari, Yun. Mat e vefe strollañ anezho holl en ur rann "gouennoù" (gant un diforc'h marteze etre ar re a c'heller c'hoari ganto hag ar re n'emaint nemet er vitologiezh.

Ne soñj ket din e vefe mat implij 'santig' evit ur boulomig. Koulz ober gant 'boulomig', just a-walc'h, kentoc'h eget an arliv relijiel (a zo pell diouzh Warhammer, 'keta). Gouzout a ran eo an droidigezh roet evit figurine e galleg, met ne glot ket d'am soñj. Graet a vez gant boulomig-plom da skouer.

Mat e vefe displegañ en digoradur peseurt doare c'hoari eo resis. N'eo ket ur c'hoari-roll evel m'eo D&D da skouer. Ur gerig diwar-benn ar fed e vefe da c'hoari gant boulommigoù, diñsoù ha pep hini d'e dro. Sikour a rafe ar re n'anavezont ket da gompren eus petra 'zo kaoz.
Ne gomprenan ket Enaouidigezh kennebeut; petra a zo lakaet war enaou ?
Poentoù yezhadur ha yezh all ouzhpenn da re Yun:

  • n'eus ket tu da lakaat ur verb dipleget goude rak (d.l.e. rak ret eo, ha ket 'rak eo ret'; rak deuet eo ha ket 'rak eo deuet', hag all)
  • kalz a a zo un ereadurezh a rankfe chom dibaot; kalz a c'hoarioù >> kalz c'hoarioù. N'eo ket ur fazi spontus, hogen pounneraat a ra pa n'eus ket ezhomm da vezañ.
  • Ar spesadoù/gouennoù a vez roet el lister peurliesañ (an dud, al lapined, al laboused)
  • diwall gant ar re implij a c'heioù galleg. Fantastik ha magazin o deus gevelled anavezet mat e brezhoneg, koulz ober ganto.

Dalc'h ganti, ur pennad dedennus e vo a-dra-sur. Goude un nebeud adlennadennoù e yelo gwelloc'h pep tra, dija. Moran 13 Meu 2010 da 19:57 (UTC)[respont]